An Eurioù (Ὤραι e gregach, Hōrai) eo doueezed an amzer o tremen e mojennoù Hellaz kozh. Merc'hed e oant da Zeus ha Themis. Hanter c'hoarezed e oant d'ar Moirai. Da gentañ n'eo ket rannoù an deiz, met rannoù ar bloaz, e oant, ha ne oa nemet teir anezho.

Dionysos barvek o kas an Eurioù, oberenn roman eus amzer an Impalaeriezh, I kantved goude J.-K.

O anvAozañ

  • E gregach e oa Hórai.
  • E latin e oa: Horae.

Teir zo anezho hervez Hesiodos: Eunomia, Dike, Eirene. Un tamm mat luzietoc'h avat eo o istor.

Tri remziAozañ

Gant Homeros int Porzhierezed an Oabl hag o c'hefridi eo digeriñ ha serriñ dorioù peurbadel an Olympos. Reoliañ buhez an dud a reont ivez.

Kentañ remziadAozañ

E mojennoù Hellaz ne oa nemet teir Eur, pe teir Rann-Vloaz, da gentañ :

Tud Hellaz n'anavent nemet Nevezamzer, Hañv, ha Diskaramzer. Diwezhatoc'h e voe lakaet ar Goañv. Komzet e vo eus ar peder rann-vloaz diwar neuze.

Goude-se e voe rannet an deiz e daouzek rann keit-ha-keit, kresket e voe niver an Eurioù (an doueezed) betek daouzek gant ar varzhed, ha graet e voe an Daouzek C'hoar anezho.

Alies e vezont gant an Doueed, gante e voe skoliet Hera, Dionysos, Afrodite, Hermes, Aristea. Dezho e voe da vont d'an Ifernioù da gerc'hat Adonis da Afrodite. Gant Afrodite e vezent dalc'hmat pa veze an doueez o'n em fichañ.

En arzoù e veze gwelet ar remzi kentañ evel merc'hed yaouank hoalus e-kreiz bleunioù ha glasvezh hag arouezioù puilhded. Azeulet e vezent gant labourerien-douar Hellaz.

Eil remziAozañ

 
Eirene gant Ploutos: addelwenn roman diwar Kefisodotos, war-dro 370 kent JK, en Agora, en Aten.

An eil remzi emañ ennañ

O-zeir int doueezed al lezenn hag an urzh vat, a zalc'h ar gevredigezh en he sav hag en he c'hempouez. E kêrioù Aten, Argos hag Olympia e vezent azeulet er penn kentañ.

Trede remziadAozañ

Hervez oberourien zo e oa un trede rummad Horae. Bez' e oant:

 
Horae e Meyers, 1888.

O boazioùAozañ

Alies e vez an Eurioù gant ar C'harited pe gant Nimfezed: ar varzhed a gomz anezho evel merc'hed yaouank koant o tañsal gant dilhad na dapont ket izeloc'h eget pennoù o daoulin, pe gwisket gant saeoù hir, o terc'hel rezin, pennoù-ed, barroù e bleuñv.

MenegoùAozañ

An Eurioù zo meneget gant:


War ar monumantoù e hañvalont bout kenoad. Delioù palmez a vez ganto war o fenn.

Pa voe lakaet peder rann d'ar bloaz e voe lakaet peder Eur en arzoù ivez, nemet oadoù dishañval a voe roet dezho, saeoù hir ganto met tamm kurunenn ebet.

Eur an nevezamzer a voe diskouezet evel ur grennardenn, mistr he dargreiz. Koshoc'h egeti eo he c'hoarezed, ha koshoc'h an eil evit eben, diouzh o c'horf. Oc'h eveshaat deskadurezh ar vugale e vezent, hag o reoliñ buhez an dud: en holl euredoù a oa er mojennoù edont o kemer perzh.


An Daouzek EurAozañ

Evit daouzek Eur an deiz, a oa merc'hed da Gronos, an Amzer, (hervez Nonnos Panopolis) pe da Helios (hervez Quintus Smyrna), ne oant nemet dek da gentañ-penn. Setu o anvioù, adalek ar gouloù-deiz petek ar c'huzh-heol:

  1. Auge, ar Gouloù-deiz,
  2. Anatole, pe Anatolia, ar Sav-Heol,
  3. Mousike pe Mousika, ar Sonerezh, pe eur ar seniñ hag ar studi,
  4. Gymnasia pe Gymnastika, koulz an embregerezh-korf,
  5. Nymfe, eur ar c'hibellañ hag an emwalc'hiñ,
  6. Mesembria, kreiz an deiz, ar C'hreisteiz,
  7. Sponde, eur ar banneoù goude merenn,
  8. Elete, an Ec'hoaz, ar c'housk goude kreisteiz, pe ar bedenn,
  9. Akte (pe Kypris gouez da lod), an Enderv, pe eur ar pred hag ar blijadur,
  10. Hesperis, an Abardaez,
  11. Dysis, mare ar c'huzh-heol,
  12. Arktos, ar gouloù diwezhañ.

Oberourien zo ne reont ket anv eus Arktros met eus C'hora, an Dañs.