Félicité de Genlis
Félicité de Genlis pe Stéphanie Félicité du Crest (1746-1830 Pariz), kontez Genlis ha markizez Sillery, a oa ur skrivagnerez c'hallek.
He buhez
kemmañGanet e oa e kastell Champcery, en Issy-l'Évêque d'an 21 a viz Genver 1746. He zad a oa kabiten en arme ar roue, ha markiz Saint-Aubin.
Markizez Saint-Aubin – mamm Félicité – a soñjas mont e-barzh saloñsoù arc'hanterien veur an amzer, ma sone he merc'h evel telennourez ha ma sachas evezh an dud c'halloudek-se. Gant he sonadegoù e teuas an delenn da vout diouzh ar c'hiz en-dro, ankouaet ma oa bet abaoe amzer an Azginivelezh. Peder gwech ar sizhun ez ae ar vamm hag ar verc'h da goaniañ ha Félicité da delennañ. Darn a gonte e veze paeet evit-se, un dizenor evit tud eus an noblañs. Koulskoude, hervez eñvorennoù markizez Créquy, e oa gaou kement-se:
Ur voereb he devoa, markizez Montesson[1]. Dre hanterouriezh honnezh eo e reas anaoudegezh Félicité gant Charles-Alexis Brûlart, kont Genlis, filhor ha pennhêr ur markiz hag a oa bet ministr uhel, Louis Philogène Brûlart de Sillery, markiz Puisieulx, koronal gant ar C'hreunaderien, hag a zeuas da vout markiz Sillery. Félicité a oa o klask ur gwaz pinvidik ha yac'h a gavas he zro.
Dimeziñ a reas an daou zen yaouank en 1763 met gwech ebe ne lakaas an aotrou Genlis e fri en aferioù kevredigezhel e wreg. Abalamour d'he renk uhel e voe kinniget ar gontez Genlis el lez daou vloaz goude hec'h eured. En 1770 he devoa esper da vont e tiegezh Marie-Joséphine de Savoie[2].
Madame de Genlis a dec'has da Vro-Saoz e-pad an Terreur. Dibennet e voe he fried, hag ivez Philippe Égalité, tandis que deux de ses pupilles, les frères de Louis-Philippe, croupirent si longtemps en prison qu’ils contractèrent une maladie de poitrine qui les emporta en 1807 et 1808. He merc'h, Pulchérie, dimezet d'ar jeneral Jean-Baptiste Cyrus de Timbrune de Thiembronne, a voe tost dezhi sevel war ar chalfod. En Bro-Saoz, e timezas Félicité de Genlisur verc'h all dezhi, Pamela Brûlart de Sillery, engehentet e kuzh gant dug Chartres, da Lord Fitzgerald, a voe lazhet e-pad emsavadeg Dulenn en 1798. Hec'h eil merc'h a zo mamm-gozh da Marie Lafarge. En 1801 e voe aotreet gant Napoleone Buonaparte da zistreiñ da Vro-C'hall, hag eñ hec'h implijas evel spiourez, hag he gopraas. Gant Antoinette Legroing de La Maisonneuve, anaoudegezh da Genlis, e oa unan eus ar skrivagnerezed a blije dezhañ, hag a glaskas garedoniñ. Met Germaine de Staël, kevezerez da Genlis, ha ne blege ket dezhaén, en devoa kaz outi. Fallaat a reas he buhez gant distro ar Vourboned en 1815. Ne veve nemet eus he gwirioù hec'h oberennoù, romantoù ha danevelloù. A-hed he buhez, pegen berr bennak e oa he gwenneien, ec'h advabas un toullad brav a vugale a bep dere hag e reas war-do o skoliata.
Pell a-walc'h e vevas Félicité de Genlis evit gwelout ar bugel he devoa savet o tont da vezañ roue. War he lerc'h e laoskas eñvorennoù a voe brudet diwezhatoc'h ha levrioù a skouer vat evit ar yaouankiz.
Beziet e voe e bered ar Mont-Valérien d'ar 4 a viz Genver 1831. Da zeiz an obidoù e lavaras dean skol-veur lizhiri Pariz:
- Pour honorer et célébrer dignement la mémoire de Mme de Genlis, ce seul mot doit suffire : son plus bel éloge est sur le trône de France ![3] (Evit enoriñ ha reiñ lid da eñvor an iron de genlis evel a zo dleet e vo trawalc'h gant ur ger: ar bravañ meuleudi dezhi a zo war dron Bro-C'hall.
Bugale
kemmañ- Pamela Brûlart de Sillery (v. 1777-1831), merc'h da Louis Philippe d'Orléans (1747-1793).
Hec'h oberennoù
kemmañSed amañ darn eus ar 40 oberenn bennak savet ganti:
- Adèle et Théodore ou lettres sur l’éducation contenant tous les principes relatifs à l’éducation des Princes, des jeunes personnes et des hommes, Paris, Lambert & F. J. Baudouin, 1782
- Nouveaux contes moraux et nouvelles historiques, Paris, Maradan, 1806
- Bélisaire, Paris, Maradan, 1808
- Maison rustique pour servir à l’éducation de la jeunesse ou Retour en France d’une famille émigrée, Paris, Maradan, 1810
- Histoire de Henri le Grand, Paris, Maradan, 1815, 2 tomes (436 p. et 411 p.)
- Dictionnaire critique et raisonné des étiquettes de la Cour ou l’esprit des étiquettes et des usages anciens, Paris, E. Mongie, 1818
- Les Parvenus, Paris, Ladvocat, 1819
- Les Petits Émigrés, Ou Correspondance De Quelques Enfans : Ouvrage Fait Pour Servir À L’Éducation De La Jeunesse, Paris, Onfroy ; Berlin, Legarde, 1798
- Mémoires de la marquise de Bonchamps, Paris, s.n., 1823
- Mémoires inédits sur le dix-huitième siècle et la Révolution française, depuis 1756 jusqu’à nos jours, Paris, Ladvocat, 1825
- Alphonsine ou la tendresse maternelle, Paris, Lecointe et Durey, 1825
Notennoù
kemmañ- ↑ Serc'h ha goude pried morganatek dug Orleañs, a voe tad da Philippe-Égalité
- ↑ Danvez-pried kont Provañs, a zeuas da vout ar roue Louis XVIII
- ↑ Meneget gant Guy Antonetti, Op. cit., p. 640