Fabián Ruiz de Aguilar

Fabian Ruiz de Aguilar (* Aguilar de Campos, Kurunenn Kastilha 1539 – † ?) zo ur c'hloareg hag a gemeras perzh en aloubadeg Chile.

E 1560 e tegouezhas Ruiz de Aguilar e Chile evel kaner en iliz-veur Santiago. Diouer a oa a veleien, hag anvet e voe da berson gant an eskob González ha da gure un toullad parrezioù e su ar vro. Pa varvas an eskob e voe kaset d'an harzoù, ma chomas meur a vloaz, ha goude e voe anvet da vikel-vras evit Valdivia, Villarrica, Osorno ha Castro.

Distro da Santiago, e voe kaset da La Serena ha goude da g-Cuyo, ma chomas bloaz. Da varv an eskob Barrionuevo e voe galvet da Santiago da gemer ar garg a vikel-vras. Goude ez eas da Lima, d'ar sened-iliz.

En 1588, petra bennak m'en devoa aotre da vont da Spagn, edo bepred en Lima o c'houlenn kaout ul leve-gopr. Nav bloaz ha hanter-kant e oa neuze.