Fairbourne zo ur gêriadenn e kreisteiz kontelezh Gwynedd, e Kembre. N'eus anv kembraek ebet eviti, daoust m'emañ en ur vro gembraek da vat. A-wechoù e reer gant an anv Friog eviti e kembraeg, met e gwirionez ez eo Friog ur gêriadenn all e-kichen.

Fairbourne

Emañ Fairbourne e kumuniezh Arthog, e-kichen an hent a gas eus Dolgellau da Dywyn. Emañ war ribl su aber an Afon Mawddach, a-dal da gêr Abermaw. Savet e voe Fairbourne e dibenn an XIXvet kantved gant Arthur McDougall, rener un embregerezh a rae bleud, evel ur gêriadenn vakañsiñ war bord ar mor.