Fatos Kongoli zo ur skrivagner albanek, ganet d'an 12 a viz Genver 1944 en Elbasan en Albania.

Fatos Kongoli

Buhez kemmañ

Studiet en deus matematik e Tirana hag e Sina, en amzer ma oa emglev etre gouarnamantoù Republik Pobl Sina hag Albania. Goude-se eo bet kelenner matematik, a-raok mont da labourat evit an embann. N'en deus embannet e skridoù nemet goude diskar renad komunour Enver Hoxha. Troet eo bet romantoù Kongoli e meur yezh : alamaneg, esperanteg, galleg, gresianeg, italianeg, slovakeg ha spagnoleg.

Oberennoù kemmañ

  • Bolero ne vilen e pleqve
  • Dragoi i Fildishte
  • Endrra e Damokleut
  • I humburi
  • Iluzione ne sirtar
  • Jete ne nje kuti shkrepesesh
  • Kufoma
  • Lekura e qenit
  • Ne të tre
  • Njeriu me fat
  • Si-do-re-la
  • Te porta e Shen Pjetrit