Faustina an Henañ
Ur pennad Faustina zo ivez.
Annia Galeria Faustina, lesanvet Faustina Maior pe Faustina an Henañ (c. 100 - c. 140), a oa un impalaerez roman, pried da Antoninus Pius, impalaer eus 138 da 161.
He buhez
kemmañBugaleaj
kemmañGanet e oa e Roma, en un tiegezh roman eus Hispania. Merc'h e oa d'ar c'honsul Marcus Annius Verus. He mamm, Rupilia Faustina, a oa gournizez d'an impalaer Trajan. Nizez e oa da Vibia Sabina (83 – 136 pe 137), pried an impalaer Hadrian.
C'hoar e oa da Varcus Annius Libo, konsul e 128, ha da Varcus Annius Verus, praetor, marvet e 124, a oa pried da Zomitia Lucilla Minor ha tad da Varcus Aurelius ; ur c'hoar he doa ivez, Annia Cornificia Faustina[1].
Yaouankiz
kemmañDimeziñ a reas da Antoninus Pius etre 110 ha 115. Pevar bugel o doe :
- Marcus Aurelius Fulvius Antoninus (marvet a-raok 138) ;
- Marcus Galerius Aurelius Antoninus (marvet a-raok 138) ;
- Aurelia Fadilla (marvet e 135), pried da Aelius Lamia Silvanus, pe Syllanus ; bugel ebet n'o doe ;
- Annia Galeria Faustina Minor pe Faustina ar Yaouankañ (etre 125 pe 130 ha 175), a voe impalaerez roman ha pried d'he c'henderv Marcus Aurelius, impalaer roman.
Notennoù
kemmañ- ↑ Historia Augusta, Buhez de Marcus-Aurelius, 1.