Federation of Korean Trade Unions

Federation of Korean Trade Unions, berraet e FKTU (koreaneg: 한국노동조합총연맹), zo ur sindikad eus Korea. Krouet e oa bet e 1960 goude an taol-Stad, ha kemeret en devoa plas ar c'h-Confederation of Korea Trade Unions (CKTU). Betek ma vefe anavezet en un doare ofisiel ar c'h-Korean Confederation of Trade Unions e miz Du 1999, e oa ar sindikad nemetañ aotreet e Su Korea.

Un emvod eus ar sindikad Federation of Korean Trade Unions

N'eo ket ur sindikad stourmer anezhañ. Ur milion a izili a zo en FKTU. Darn anezho a gaver er vetalurgiezh (114 000 ezel e fin 2001), er gimiezh (116 000), en tiez-bank hag e bed an arc'hant (114 000), e-touez ar vleinerien taksi (105 000) hag er sevel otoioù (84 000).

E 1996 e voe aozet gant ar sindikad an harz-labour brasañ en istor ar vro gant e-tro 1,2 milion a izili o vanifestiñ.