Feilhañs a reer eus podoù ha listri graet diwar toaz divoull pri poazh, gwerniset pe amailhet.

Pezh feilhañs eus an Azginivelezh graet e Faenza

Istor kemmañ

Amspis eo orin ar feilhañs. War a ouzer e voe ganet e Siria hag e Kaldea (er Su da Vaghdad en Iraq a-vremañ) kent en em skuilhañ dre Anatolia, Enez Rodos, Sikilia, an Inizi Baleares, Spagn hag Italia.
Er vro diwezhañ-mañ e voe Faenza al lec'h kentañ ma voe fardet feilhañsoù e dibenn ar XIVvet kantved goude un hir a hengoun er poderezh a veze brudet dija en amzer an Impalaeriezh roman, alese ar ger "feilhañs" dre ar galleg faïence (faenze ha fayence e 1589, faiance e 1642).
En e varr e voe arz ar feilhañserezh[1] en Italia e dibenn ar XVvet kantved.

E deroù ar XVIvet kantved e voe galvet Italianiz da Vro-C'hall a-benn staliañ ar feilhañserezhioù kentañ e Pariz, Lyon, Rouen, e Saintes ma oa staliet ar feilhañsour Bernard Palissy (c. 1510-1589 pe 1590) hag e Saint-Porchaire, a zo ur c'harter eus Bressuire hiziv.

E deroù ar XVIIvet kantved e voe staliet feilhañserezhioù meur e Mostiers Santa Maria (Alpoù-Provañs-Uhel), Nevers, Rouen ha Straßburg.
Greantioù brudet a voe savet e Brussel, Delft, Frankenthal hag e L'Alcora e Spagn.

Diwezhatoc'h, e 1690, e voe staliet ar feilhañserezh Bousquet e Kemper, d'ar mare ma oa ar feilhañserezh saoz diouzh ar c'hiz ha ma krogas ar porselen d'ober berzh ivez.

Teknik kemmañ

Pri eo an danvez diaoz ar feilhañs. Gwechall e veze graet gant pri fin a glasked en natur ; a-feur ma veze gwellaet an teknikoù avat e voe kavet gwell ober gant meskoù pri evit ma vije digemm unvanded an danvez. Ouzhpenn ar pri e vez lakaet marg priek ha traezh, en ur deurel pled da unvanded ar meskad bepred.

An tresañ

Treset e vez ar pezh, da gentañ penn : ur pod, ur plad, un delwenn hag all, diouzh awen an arzourien evel-just, hogen en ur deurel stad eus ar redioù teknikel rak ne vo ket degaset kemmoù bras er greanti evit bastañ da froudenn un arzour(ez), ha pa vije unan eus ar re vrudetañ er bed.

Ar stummañ

Goude-se e vez stummet ar pezh gant toaz feilhañs ; tri doare zo d'en ober :

  • an turgnañ gant an dorn, e doare hengounel ar boderien – ne vez mui implijet nemeur rak gobariañ a reer bremañ, da lavarout eo arverañ moulloù plastr ;
  • ar stamperezh, pa stummer ar pezh gant an dorn war speurennoù ur moull – er bloavezhioù 1960 e voe erlerc'hiet ar gwaskerezh ouzh ar stamperezh evit ar pezhioù aes da zivoullañ a-drugarez d'o stumm eeun : gwasket e vez an toaz etre daou hanter-voull ;
  • ar redek, pa skuilher an toaz en ur moull savet diwar meur a damm.

Pa vez ezhomm eus meur a damm evit sevel ar pezh e ranker o fegañ kenetrezo dre implijout un toaz astennet gant dour, liñvek ha gwevn, a anver papouilh ; pa vez redet an toaz ez a dour ar papouilh e speurennoù ar moull, ha goude un nebeud eurvezhioù e sav ur groc'henenn galet war ar pezh.
Lezet e vez an toaz da sec'hañ kent divoullañ ar pezh, a lezer da beursec'hañ e-pad meur a zevezh.

Ar peurechuiñ

Labourioù peurechuiñ zo d'ober bremañ, ur gefridi a vez sevenet gant merc'hed a anver echuereze. Gant an dorn e vez graet a lodenn vrasañ eus ar peurechuiñ ; ar bolennoù ront ha bordoù an asiedoù a vez graet gant mekanikoù a anver peuraozerioù. Gant papouilh e vez peget skouarnioù an tasoù hag ar picherioù, a lezer da sec'hañ.
Pep pezh a vez divarvet, skrabet e vez ar babouzennoù ha briket ar c'hleizhennoù. Gwalc'het dousik e vez ar pezhioù gant ur spoueenn evit o feurflouraat.

Poazhadenn gentañ

Pa vez peurechuet ar pezh en e lakaer da boazhañ en ur forn a-raok e lezel da yenaat ; ar wispidenn a reer eus ar pezh er stad-se, pa vez spluius c'hoazh.

Ar c'hinklañ

Lod pezhioù a ginkler war-eeun war ar wispidenn gant livioù a c'heller poazhañ, met dibaot a wech e reer.

Meur a zoare zo da ginklañ ur pezh feilhañs.

 
Plad tokennet
Miletos, Anatolia
  • An tokennañ : gwisket e vez ar wispidenn gant pri distrempet, livet pe get, evit ma teufe didreuzus.
  • An amailhañ : gant ur meskad fardet diwar plom ha staen e veze kleret ar wispidenn gwechall. Diwezhatoc'h e voe implijet ur meskad all anvet frit[2] fardet diwar traezh ha boraks Na2B4O7•10H2O pe blom, a veze lakaet en dour evit ma tierc'hje ha ma roje greunaj ; ar greunaj-se a vesked gant kaolin kent o zrailhañ en dour ha soubañ ar pezhioù el liñvenn-se.
Dour, poultr gwer ha zirkon[3] a implijer bremañ, a vesker gant un oksidenn livek (melen, arc'hlas pe ivor).
Soubet e vez ar pezh er meskad war-bouez meudoù ; pemp eilenn zo trawalc'h evit ar wispidenn da lonkañ al liñvenn, ha warnañ e chom ur groc'henenn boultrennek ; goude-se e vez gwiriekaet pep pezh, an amailherez a denn ar beradurioù hag an amailh a chom war an troad kent ouzhpennañ amailh el lec'h ma poueze ar meudoù.
Gant ur bistolenn e vez glizhennet amailh war gorread ha pep korn ar pezhioù bras.

Setu ar pezh feilhañs lakaet didreuzus. Bremañ e vo kinklet gant ar patrom a zo bet dibabet.

Hengounel-rik eo ar c'hinklañ er feilhañserezhioù meur, evel e Kemper.
Evel er XVIIIvet kantved e treser ar patrom war ur follenn paper boull a-raok toullañ e drolinenn a-boentoùigoù gant ur spilhenn : ur boeñsadenn a reer eus an disoc'h. Goude-se e vez lakaet ar boeñsadenn war ar wispidenn amailhet, ha gant ur pochad glaou-koad e touger ar patrom war ar pezh a-dreuz toulloù ar boeñsadenn.
Prientet e vez al livioù, a zo fardet diwar oksidennoù metalek mesket gant dour ha glikerol ; a-douez an oksidennoù emañ antimonat ar plom Pb(SbO3)2/Pb3(SbO4)2, anvet "melen Naplez", glas kobalt, hag oksidennoù houarn (2O3, ruz), kouevr (Cu2O, ruz ivez), manganez (MnO, okr).

Livet e vez gant an dorn war an amailh kriz. Ret eo d'ar penturezed gouzout reiñ un taol barr-livañ hepken bewech, neuze ez eo pouezus-tre e labourfe gant binvioù a-zoare : gwevn a-walc'h o blev evit na krignañ an amailh, reut a-walc'h evit sonnañ goude pep stokadenn.
Ur c'hardeur zo a-walc'h evit livañ ur volenn pe un asied – goude 2 vloaz deskardiñ er greanti ; 4 bloaz zo ret evit ober labour a-zoare, hag 8 evit deskiñ an holl batromoù.

Ar poazhañ
 
Diskouezioù teuzadus

Kalz koad a veze implijet da dommañ ar fornioù betek ur gwrezverk resis. Da c'houzout resis pegen tomm e oa ur forn e veze implijet kernioù pirometrek, anvet "diskouezioù teuzadus" ivez, a veze lakaet enni gant ar pezhioù a oa da boazhañ. Etre 3 ha 6 kern a veze lakaet, pep hini anezho o vezañ fardet diwar un toaz feilhañs a deuze d'ur gwrezverk resis. Pa vlotae ur pikern e ouied pelec'h etre 600 ha 2000°C edo erru an tommañ.

Fornioù tredanek bras 3 pe 4 m3 o dalc'had a implijer hiziv da boazhañ an toaz.
Gouleviet e vezont evit kregiñ da dommañ bemnoz adalek dek eur – ne vez mui den o labourat diouzh noz eta. E-pad 6 eurvezh e tomm ur forn, betek tizhout tremen 1 000°C ; da neuze ez eo troet an toaz feilhañs da wispidenn. Diouzh noz ivez e vez poazhet an amailh (eil poazhadenn ar pezh), da 940°C e-pad un hantereurvezh. Goude-se e yena ar forn a-bazennoù 100°C.
Tennet e vez ar pezhioù eus ar fornioù, ha gwiriekaet unan-hag-unan : dre ar son e ouzer ha faoutoù kuzh zo er wispidenn, dre al lagad e kaver sioù en amailh.

Ar pezhioù disi hepken a vez miret ha lakaet e gwerzh.

Liammoù diavaez kemmañ

Notennoù kemmañ

  1. Gourel eo ar ger feilhañs ; gourel ivez eo ar ger feilhañserezh pa gomzer eus ar vicher, met benel eo pa gomzer eus al lec'h.
  2. Fritte eo ar ger micherel gallek, diwar frire.
  3. Silikat zirkoniom, ZrSiO4.

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.