Ar Festival plin zo ur fest a vez aozet d'ar 15 a viz Eost en Danoued e Boulvriag, e Treger, er c'hreisteiz da Wengamp, ma vez sonet ha dañset plin.

Skeudenn da vrudañ fest 2010, e galleg evel er bloavezhioù a-raok

Abaoe bloavezhioù e vez Jef Fulup o kinnig an abadenn d'abardaez, e brezhoneg hag e galleg.

Abadennoù 2010 kemmañ

Ne vez brudet ar fest nemet e galleg, e kazetennoù ar vro (L'Echo de l'Armor pe Le Trégor da skouer) pe el lec'hienn ofisiel. Kenstrivadegoù a bep seurt a oa e 2010:

  • kenstrivadeg tresañ
  • kenstrivadeg luc'hskeudenniñ
  • kenstrivadeg barzhonegañ, e brezhoneg hag e galleg
  • kenstrivadeg kanañ (kan a boz), e brezhoneg hag e galleg
  • kenstrivadeg kanañ (kanañ da zañsal), e brezhoneg hag e galleg

Sizhunvezh kemmañ

  • D'ar merc'her 11 a viz Eost da noz e oa un abadenn kantikoù brezhonek e chapel an Danoued.
  • D'ar sadorn 14 a viz Eost goude merenn:
    • peilhadeg legumaj
    • c'hoariadeg vouloù
    • Grand Bal Breton
  • D'ar sul 15 a viz Eost: fest plin
    • diouzh ar beure
      • oferenn
      • kenstrivadeg sonerien (tonioù bale) ha kanerien
      • merenn
    • diouzh an enderv
      • c'hoariadeg vouloù
      • kenstrivadeg plin
    • diouzh an noz
      • koan vras
      • fest-noz

Skeudennoù kemmañ

Liammou diavaez kemmañ