Festival pour rire
Ar Festival pour rire (Festival evit c'hoarzhin) zo ur festival fent aozet bep bloaz e miz Du, krouet e Henant-Sal e 1986 ha dalc'het e Matignon abaoe 1997. C'hwec'h abadenn a vez c'hoariet e sal ar gouelioù e-pad an dibenn-sizhun. Liesseurt e vez an abadennoù, a zo bet c'hoariet kentoc'h e Festival Avignon peurvuiañ. Fentigellerien, kanerien, furlukined, oueskerien... a c'haller gwelet lerc'h-ouzh-lerc'h war al leurenn. Un ostaleri a vez digoret ivez e kreiz-kêr, dindan ar c'hoc'hu, gant sonadegoù ha predoù. Gant tud a youl vat hepken e vez prientet ar festival – programm, kinkladurioù hag all.