Ar feur genel (FG) pe feur kriz ar ganedigezhioù eo al liamm etre an niver bloaziek a vugale manet bev goude bezañ bet ganet hag ar boblañs hollek keitaet war un termen hag un tiriad resis.

Diwar 1 000 (‰) e vez jedet an niver peurliesañ, dre ar gevatalenn :

e-lec'h m'eo an niver a c'hanedigezhioù en ur bloaz ha keidenn ar boblañs hollek war ar memes bloaz, alies brasjedet evel keidenn ar boblañs e penn kentañ hag e penn diwezhañ ar bloavezh.