Ffordun gyda Thre'r-llai a Threlystan
Ffordun gyda Thre'r-llai a Threlystan (Forden with Leighton and Trelystan e saozneg) zo ur gumuniezh e kontelezh Powys, e Kembre. Emañ war lez ar stêr Hafren, etre ar stêr hag ar veveenn gant Bro-Saoz, a-dal da Y Trallwng a zo en tu all d'ar stêr. Er gumuniezh emañ kêriadennoù Ffordun, Tre'r-llai ha Trelystan.
Er gumuniezh ivez emañ Cefn Digoll, un dorgenn 381 m uhelder a zo war an harzoù etre Kembre ha Bro-Saoz. Caer Ffordun zo ur c'hreñvlec'h roman a bouez er c'hornad, ha tremen a ra Kleuz Offa dre ar gumuniezh.
E 2011 e oa poblet gant 1426 a dud, ha 150 anezho (10,9%) a oa kembraegerien[1].
Notennoù
kemmañ- ↑ 'Statistical bulletin: 2011 Census: Key Statistics for Wales, Mawrth 2011'. Swyddfa Ystadegau Cenedlaethol (The Office For National Statistics).