Ar fiñvusted sokial a zo ur cheñchamant plas sokial un hinienn e-pad e vuhez (ar fiñvusted enremziad) pe e-keñver e dud (fiñvusted etre remziad).

Skouer ur fiñvusted enremziad: ur vicherourez a zeu da vezañ kefourez.

Skouer ur fiñvusted etre remziad: mab ur c'helenner SES a zeu da vezañ kelenner SES.

Er sokiologiezh, ar fiñvusted sokial a zo ur menoziad da zielfenn ar frammadur sokial. Alies e ves liammet d'ar pignidigezh sokial dre un eneberezh eus an eiladur sokial hag alies e respont da goulennoù a-ziwar an dizingalderioù, an dasparzhadur ar c'hevala hag ar glad. Met ez eus kaoz eus direnkadur o enebiñ diouzh ar pignerezh sokial.

Pa vez komzet eus ar fiñvusted sokial, komzet e vez ivez eus "forc'hidigezh sokial", pe c'hoazh eus "fraktur sokial", eus ur grevredigezh stanket dre rummadoù sokial dija dibabet evel ez eus tu gwellout en ur daolenn tonkadur, tuta pe a-drugarez ar paradoks Anderson.

Bez ez eus ar fiñvusted a-blom, gallour a ra pignañ pe diskennañ. Ur pignadur eus ar fiñvusted a-blom a zo ma ez eus eus ur cheñchamant renkad sokial ha barregezh o digas un araokaat. Da skouer un tad labourer-douar hag en deus ur vab sterner.

D'ar c'hontrol, diskenn a raio ma ez eo an tad sterner hag e vab ur labourer-douar.

Ar fiñvusted a-blaen a zo ivez, da lavaret eo pa vez eus ur cheñchamant spas sokial hep bezañ cheñchet plas e-barzh ar hierarkiezh sokial. Da skouer pa un hinienn a dremen eus ur statud artizan d'ur statud implijiad. Merzhet e vez ur cheñchamant plas sokial hep ma vefe pignet an hinienn er skeul sokial (memes korvoder, memes lorc'hañs (prestige)).