Film brezel
Film brezel a vez graet eus un doare filmoù, eus ur rann eus ar sinema. Filmoù istorel int lec'h ma vez taolennet e vez oberezhioù brezel, dre aer, war vor, war zouar. Lodennoù emgann ar film eo ar re diazez. An temoù diskouezet a zo ar stourm, dreistbevañ ha terc'hout, kamaladiezh etre soudarded, an aberzh, dizenelezh ha dibouezh ar brezel, dilec'hioù ar brezel war ar gevredigezh ha kudennoù moral ha denel ganet adal ar brezel.
Iskevrennad eus | war fiction, Sinema |
---|---|
Danvez pennañ | brezel |
Roll elfennoù | list of war films and TV specials |
An doare filmoù-se zo liammet don gant istor an XXvet kantved. Broioù zo evel Sina, Indonezia, Japan, pe Rusia o deus un hengoun filmoù brezel, liammet ouzh o istor met gant stummoù disheñvel hervez ar vro. Eus filmoù birvidik betek dramaoù istorel pe istorioù karantez brezel, lies eo isrannoù an doare filmoù-se.