Film komedienn
Ur film komedienn zo un doare filmoù diazezet war ar fent. Pal ar filmoù-se eo lakaat c'hoarzhin ha dudiañ an arvesterien. Alies e echu mat ar filmoù-se, nemet pa vez ur gomedienn zu lec'h ma c'hell echuiñ fall an traoù. An doare filmoù komedienn eo an hini koshañ eus istor ar sinema. O vezañ an doare filmoù koshañ, an doare komedienn zo awenet gant ar fentc'hoari klasel a oa er c'hoariva. Ar filmoù komedienn kentañ a oa reoù slapstick, diazezet war ar gwelet, ar fent a oa unan gant kouezhadennoù a-ratozh ha jestraouiñ diroll, evel-se ne oa ket ezhomm eus ar son evit lakaat an dud da c'hoarzhin. Evit ouzhpennañ drama pe dudi er filmoù mut e veze sonerezh hervez ar skeudennoù hag an obererezhioù ouzh ar skramm, gant pianoioù, ograoù, ha binviji sonerezh all.
Pa oa erruet ar son er filmoù er bloavezhioù 1920, ar filmoù komedienn a oa deuet da vezañ brudet mat, dre ma oa tu da gaout fent a-ziwar ar pezh a veze gwelet met ivez a-ziwar ar pezh a veze klevet a-benn neuze.