Film skinwel
Ur film skinwel, zo ur film savet evit bezañ embannet war ar skinwel, ur rouedad chadennoù, ha n'eo ket evit bezañ skignet en ur sal sinema.

Filmañ ar film skinwel Les Rats de cave, gant Jean-Claude Morin e 1981.
Orin hag istorAozañ
Ne oant ket bet anvet filmoù skinwel, met bez e oa bet un nebeud anezho a-raok ma vefe krouet an termen-se: Talk Faster, Mister da skouer, a voe skignet war WABD (WNYW hiziv-an-deiz) e New York d'an 18 a viz Kerzu 1944, a oa bet produet gant RKO Pictures. Pe e 1957 The Pied Piper of Hamelin, diazezet war ar barzhoneg gant Robert Browning, gant Van Johnson, a oa bet unan eus ar filmoù kentañ "komedienn sonerezh familh" savet evit ar skinwel nemetken.