Lodenn Su Zeland, en Izelvroioù, eo Flandrez zelandat (Zeeuws-Vlaanderen en izelvroeg, Zêeuws-Vloandern e flandrezeg ha Zeêuws-Vlaonderen e zelandeg).

Flandrez zelandat er peurrest eus Zeland hag en Izelvroioù
Banniel Flandrez zelandat

Dispartiet eo diouzh ar peurrest eus Zeland gant brec'h kornôg ar stêr Schelde, en norzh. Liammet eo outañ dre ur riboul etre Terneuzen ha Borsele, an hent-se o kas war-zu porzh Vlissingen ha tost alese da gêr-benn Zeland, Middelburg.

Teir c'humun zo e Flandrez zelandat : Sluis er c'hornôg, Terneuzen er c'hreiz ha Hulst er reter


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.