Flavius Theodosius

Flavius Theodosius, hag ivez Comes Theodosius e latin, a oa ur jeneral eus an Impalaeriezh roman. Theodosius an henañ a lavarer anezhañ ivez d'ober ar c'hemm gant e vab, an impalaer Theodosius I. Abalamour d'e labour en Enez Vreizh da vare ar barbarica conspiratio, e voe roet dezhañ an titl a Comes Britanniarum (kont ar Vrezhoned). Diwezhatoc'h e stourmas ouzh an Alemanned hag en Mauretania.

E vuhezAozañ

Flavius Iulius Honorius e oa anv e dad, eus ar Gens Iulia dre Sextus Iulius Caesar, kenderv da Julius Caesar. Dimeziñ a reas da Thermantia, war-dro 340. Daou vav da vihanañ o doe Flavius Honorius ha Flavius Theodosius, ganet en Cauca en Hispania (hiriv Coca, e proviñs Segovia) e 346. Kristenien binvidik e oant.

En Enez VreizhAozañ

En 368 e voe kaset da Enez Vreizh, ha gantañ e vab Theodosius hag e niz Maximus. Mougañ a reas emsavadeg ar Roman Valentinus, repuet en enez.

E varvAozañ