Florentin Goinard
Florentin Marie Goinard, ganet e Sant-Nazer d'ar 1añ a viz Meurzh 1894[1] ha marvet e Brest d'an 8 a viz Meurzh 1974, a oa ur mouller, ul levrier, un embanner levrioù brezhonek ha gallek hag un emsaver. Ezel e oa eus Strollad Broadel Breizh, eus Unvaniez ar Seiz Breur hag eus poellgor ar Framm keltiek. Pa oa kenlabourer tost da Youenn Drezen, Roparz Hemon, Frañsez Kervella ha Ronan Huon e kemeras un perzh bras e diorroadur embann al levrioù brezhonek etre 1932 ha 1959. Un den liesvarrek ha lieskalvezour e oa. Goude bezañ bac'het da vare a Dieubidigezh e adkemeras e vicher mouller er Baol koulz hag an embann brezhonek ha gallek dre an ti-embann Skridoù Breizh-Éditions de Bretagne. Harpet en deus kalz ar gelaouenn Al Liamm hag hec'h embannadurioù ivez.
Buhez
kemmañTiegezh, studioù ha saviad milourel
kemmañE dad, Florentin Marie Thomas, a oa un embreger mañsonerezh bras e Sant-Nazer, ganet e 1865 e Erbigneg, hag e vamm, Augustine Clémentine Hébel, a oa bet ganet e Erbigneg ivez. Embregerezh an tad a greskas mat-tre ha legadet e voe d'e vreur yaouankañ, Charles, hag hemañ a gemeras penn an divizoù gant ar sindikadoù e 1936. Pelloc'h ez eas Charles Goinard da brezidant Kambr Kenwerzh Sant-Nazer. Goude bezañ bet skoliet er skol Sant-Josef, e Sant-Nazer, e tapas Florentin Goinard e vachelouriezh « Skiantoù-Yezhoù bev », e 1911[2]. Bloaz goude e voe degemeret e Kevrenn ar Greanterezh, e Skol pleustrek ar C'henwerzh hag ar Greanterezh e Sant-Nazer[3].
E 1913, hag eñ o labourat en Oriant e fellas dezhañ mont da emouestlad el lu gall, met pa erruas en Aljer e kazarn rejimant kentañ ar Zouaved e voe kaset d’an ospital ha disluet dre abeg a zarfell[4]. Bloaz goude ec'h emouestlas en-dro en trivet rejimant troadegiezh e Naoned hag e voe, evit an eil wezh, disluet en abeg d'e varradoù darfell. Disoudardet e voe en-dro e Sant-Nazer e miz Here 1914 ha disklêriet "mat evit servijout" e miz Ebrel 1915 e Naoned. Koulskoude, ur wezh erruet e Brest e voe tizhet gant ur stumm labanded gant darfell droukfellek, ken ma voe disluet evit an trede gwezh.
Levrier-embanner e Pariz
kemmañGoude ar brezel ez eas da chom da {{Pariz|Bariz]] evit merañ ul levrdi, « La Librairie régionaliste », hag ec’h embannas ul levrig war ar bourrée, un dañs arvernat[5]. Ober a reas war-dro moulladur ar c’hentañ levr kaer brezhonek, Danevellou a Vreiz e ditl, un teskad kontadennoù, dastumet hag azasaet gant Adrien de Carné ha skeudennaouet gant Maurice de Becque. En ur venegiñ ar from a savas ennañ diwar kaerder an obernn e testenias Roparz Hemon ma voe graet al labour embann gant Florentin Goinard, ugent vloaz goude :
Nebeut goude ar brezel all e chomis sebezet gant al levr kaer kentañ moulet e brezhoneg, « Danevellou a Vreizh » Adrian Karne, kempennet gant Goinard. Ne on ket breizhek-rik skeudennou all levr-se, — ar pezh a vez anvet breizhek-rik ganimp da vihanañ. Eno e ou koulskoude ar c'hoant gwiskan un oberenn vrezhonek gant ur gwiskamant dereat.
– Levrioù kaer, Arvor, niv. 55, 25 a viz Genver 1942.
Gant Abeozen ez eus bet degaset muioc’h a ditouroù, pa skrivas :
Gant Adrian Karne eo e voe savet skrid brezhonek koulz ha skrid gallek daou vouladur al levr kaer skeudennaouet gant Maurice de Becque. Danevelloù a Vreizh, embannet e ti Ar Wenanenn Aour (L'Abeille d'Or), Paris, 1922, gant aked Goinard, rener Skridoù Breiz.
– Istor lennegezh vrezhonek an amzer-vremañ , Embannadurioù Al Liamm, 1959.
Distro er vro ha mont kuit adarre
kemmañPa varvas e dad e miz Ebrel 1922 e postas darn e hêrezh (30 000 lur) en ur embregerezh fardañ ha gwerzhañ aozadoù kempenn, savet asambles gant ur mignon kimiour[6], nemet en em dennas anezhañ e 1926.
E miz Gwengolo 1922 e timezas gant Marie Lelièvre, hag ur mab, Jean, o devoe e miz Gouere 1923 ; koulskoude e voe torret an dimeziñ e 1927, hag eñ a lakaas da c’houzout edo o chom e Lokentaz hag eno edo o chom c'hoazh d'ar 14 a viz Mezheven 1927[7]. E miz Kerzu 1924, p'edo o chom e Pariz, 6, straed ar Cherche-Midi, e lakaas embann war an Nouvelliste du Morbihan ur gemennadenn ma kinnige prenañ diwar ul leve hed-buhez 4-6 hektar evit un atant magañ yer. N'ouzer ket hag-eñ e c'hellas dont a-benn.
Mouller en Oriant
kemmañWar-dro 1927 e labouras evel sekretour meur ar pemdezieg bras, Le Nouvelliste du Morbihan[8]. D'ar 24 a viz Mae 1929 e addimezas gant Angelina Vincente Marie Margarit (1899-1979) ha n'ouzer perak e c'houlennas-hi ma vije disrannet o madoù pa voent o chom asambles en Oriant[9]. Chom a reas Anjelina Margarit da genvevañ gantañ ez-foran, betek miz Mae 1941 pa lakaas-hi e gwerzh ti he zud, e Gwened[10]. Tutaet e voe Florentin Goinard gant an embregerezh La Presse armoricaine pa voe krouet e miz Gwengolo 1929, evit mont e penn ar moullerezh a embanne ar pemdezieg nevez, L'Écho du Morbihan, de la Basse-Bretagne, de l’Ouest, en Oriant[11]. E mizioù diwezhañ 1930 ez eas da chom da Glermont-Ferrand ha da Riom, hervez ar chomlec'hioù roet da velestradur al lu evit dibenn miz Gwengolo.. E dibenn 1930 ec'h eas da chom e Brest, 11 Straed Paul Doumer, er "Villa Lande fleurie", pa gavas ar post penmouller Moullerezh an Dépêche de Brest, hag e 1935 e voe rener kenwerzhel anezhi[12]. Pa voe deuet amzer e zienluadur eus ar servij milourel (1938) e voe notennet en doa bet 3 bugel[13].
Penmouller ha merour embann brezhonek
kemmañSkrid ha Skeudenn
kemmañA-drugarez d'e bost pennmouller Moullerezh an Dépêche de Brest e tarempredas pennoù al luskad evit embann levrioù brezhonek bodet tro-dro d'ar gelaouenn Gwalarn hag e rener, Roparz Hemon, hag o doa ezhomm eus ar voullerien. A-raok ma voe bet Youenn Drezen skarzhet kuit eus ar C'hourrier du Finistère e 1934 e tegasas e skiant-prenet dezhañ evel mouller, pa voe savet an ti-embann levrioù kaer brezhonek kentañ, Skrid ha Skeudenn, e 1932 hag eñ merour anezhañ pa 'z eas ar renerezh arzel da Youenn Drezen hag e vignoned eus ar Seiz Breur, ma voe hemañ diwezhañ degemeret enno e penn-kentañ 1935[14]. Kan da Gornog savet gant Youenn Drezen ha skeudennet gant koaengravadurioù tri liv Reun Kreston a voe ar c'hentañ levr kaer embannet.
E 1957 e skrivas Youenn Drezenn da Ronan Huon diwar-benn Geotenn ar Werc'hez (1934) : « An embannadur kentañ a oa anezhañ, en e zoare, un mestr-ober : lizhereg, paper, golo, pep tra dibabet gant paotred… ha n'oa netra re ger evito evit gwiskañ cheuc'h ar skridoù brezhonek… N'oa nemet ar mouler, ar paourkaez Goinard, a leñve d'e wenneien. Paeet eo bet, koulskoude en diwezh. »[15]. Ken tost e oa aet Florentin Goinard d'an arzourien ha skrivagnerien vrezhonek ma kemere riskloù koll arc'hant.
Goude ma voe skarzhet kuit eus ar C’hourier du Finistère e penn-kentañ 1934 ez eas Youenn Drezen, hag eñ kelaouenner, da labourat e amsez an Écho de l'Ouest, e Gwened. N’eo ket dibosubl e voe erbedet gant Florentin Goinard e metoù ar wask en Oriant, e-lec’h m’edo sez an Écho de l'Ouest.
Ur c’houblad embannerien engouestlet evit Breizh hag ar brezhoneg
kemmañE 1942 e savas gant Suzanne Le Masurier, intañvez André Derrien, ha hi o kenderc’hel gant merañ al levrdi Derrien (unan eus ar c’hoshañ levrdioù ha tiez-moullañ e kreiz kêr Brest), an ti-embann Skridoù Breizh-Éditions de Bretagne[16]. E Brest, 35 rue Traverse e voe ar chomlec'h dispaket war al levrioù, chomlec’h Suzanne Derrien an hini e oa[17], he levrdi o vezañ staliet er memes savadur, 56 straed Émile Zola. E-touez al levrioù embannet e kaver levrioù brezhonek, evit an darn vuiañ, levrioù gallek war Istor Brest ha levrioù kaer, ne oa bet nikun eus ar seurt-se e brezhoneg beteg-henn, levrioù skiantel, ur romant diaweladel hag ur romant-polis.
Emsaver hag arzour liesdonezonet
kemmañFramm keltiek hag ar Seiz Breur
kemmañReiñ a reas e anv, e 1942, evit bezañ ezel eus poellgor Framm keltiek Breizh, karget eus Kevrenn an Embannerez dindan renerezh Roparz Hemon. Gant Skridoù Breizh e voe embannet peder niverenn eus Kaieroù ar Framm keltiek, an holl moullet e Moullerezh ar C’hastell ha n’eo ket er voullerezh ma voe Florentin Goinard o labourat eviti.
Degemeret e voe Florentin Goinard evel ezel eus ar Seiz Breur e 1941, er memes emvod hag ar vreudeur Kaouissin ha Jef ar Penven.
Aktour amatour
kemmañPa oa o chom e Brest e kemeras perzh en ur strollad c’hoariva amatour, « La Compagnie des comédiens brestois » e anv. Teñzorier anezhañ e voe, hag e veze roet e chomlec’h prevez, 11 straed Paul Doumer, evel ul lec’h ma veze gwerzhet bilhedoù evit mont d’an abadennoù a veze roet gant ar pemdezieg La Dépêche de Brest, ditouroù ha rentaoù-kont warno.
Gant ma oa un den uhelventet, 1,80 metr[18], e teue mat gantañ an tudennoù a aotrouniezh (roueed, tud polis…). Daou ezel ar Seiz Breur a c’hoarie asamblez gantañ, Pêr Peron ha Jim Sévellec, koulz hag un emsaver all, Edouard Mokaer, breur da Bêr Mokaer.
En enkoù ar brezel
kemmañRediet da vont er-maez eus Brest
kemmañE miz C’hwevrer 1943 e voe embannet gant ar pennadurezhioù e oa ret d’an tud « andizouerus » ober o annez er-maez eus Brest, abalamour d’ar bombezadegoù war ar porzh ha war greiz kêr.[19]. Mont a reas ar c'houblad Goinard-Derrien da chom 26 straed Sant-Gwenal, e Landivizio, nepell diouzh moullerezh an Dépêche a voe kaset da Vontroulez, o vezañ ma oa Florentin Goinard he rener kenwerzhel atav. Embann al levrioù a voe kendalc’het memestra.
Harzet, lezet da vont, harzet en-dro ha didamallet erfin
kemmañHarzet e voe Florentin Goinard d’an 19 a viz Gwengolo 1944 e Brest, kaset da garc’har Landerne ha lezet da vont d’an 3 a viz Here. Klask a voe warnañ adarre hag e voe lakaet an arigrap warnañ d’ar 6 a viz Here 1944 e Landivizio e-lec’h m'edo o chom gant Suzanne Derrien-Le Masurier hag he merc’h dezhi, Odile, ganet e 1925. War urzh prefed Penn-ar-Bed e voe bac’het er Greizenn Endrediñ Melestradurel, straed Sant-Charlez, e Kerfeunteun. An abegoù roet a voe : « bezañ bet ezel eus ul luskad emrenour, soutenet ez-eeun gant an enebour ». Meneget e voe diazezer ar Framm keltiek hag ezel ar Seiz Breur. Bac’het e voe Suzanne Derrien ivez ha notennet e oant o vevañ « evel priedoù ».
D’an 27 a viz Kerzu 1944 e lakaas prefed Penn-ar-Bed lez-varn Kemper da c’houzout e oa klozet ar gread a-enep Florentin Goinard, met ne voe ket torret an urzh-bac’hañ a-raok an 11 a viz Genver 1945.
Embanner e kement kêr ma reas e annez enni
kemmañEmbanner e Gwened hag e Pariz da c’houde
kemmañNe baouezas ket gant labour an embann asamblez gant e gevelerez Suzanne Derrien hag e weler merk an ‘’Éditions de Bretagne, anv all Skridoù Breizh war al levrioù gallek e Brest, koulz ha war levrioù ar seurt-se embannet e Gwened, met moullet e voe e Naoned ha Villeneuve-Saint-Georges.
E 1945 e teuas er-maez ul levrig gallek a endalc’he ar gwerzhioù dre zebarzh e Su Breizh rakwelet gant Renerezh ar C’hoadoù. Ul levrig eus ar memes seurt evit greoù ar Stad[20] a zeuas er-maez e 1946 ivez. Prestik goude e adkemeras embann ul levr kaer, breizhek e dodenn, Images bretonnes e ditl, savet gant Jean de Trigon, eus Montroulez, war baper cheuc’h (paper leuegen pilhenn bur) ha skrivet e lizherennoù bras-tre war ar golo, ul lugan divoas : « Evit ar re a gar an traou koz ». Skeudennaouet e liv e voe gant Félicie Herr hag e voe goulennet digant Marie-Paule Salonne aozañ ar c’hentskrid.
Da heul e teuas er-maez ul levr war istorioù a-zivout straedoù kêr Vrest[21].
E Pariz ez eas da chom e-dibenn ar bloaz 1945 hag e roas an 11 rue Paradis evel chomlec’h e miz Meurz 1946. Hervez kont he doe kavet Suzanne Derrien ul labour en ul levrdi e Pariz.
Pa ne oa ket bet barnet, ne c’houzañvas ket berzh chom e Breizh hag e c’hellas mont da urzhiañ labourioù moullañ e-lec’h ma kave dereat ar prizioù.
Ma n’eo ket un eston ma soñjas ober e annez en e bastell-vro c’henidik e 1947 e c’heller goulakaat, ma resevas skoazell digant e vreur yaouankañ, Charles, hag eñ en doa kaset war-raok embregerezh mañsonerezh krouet gant o zad e Sant-Nazer ken e voe unan eus ar embregerien bouezusañ ar bastell-vro, prezidant Kambr Kenwerzh ar gêr-borzh anezhañ.
E niverenn 3 ar gelaouenn Tir-na-nÓg (Genver-C'hwevrer 1947) e lenner an notenn-se : « Notennn : 1) Skridoù Breizh a voulo 3 levr er bloaz-mañ Yezhadur bras, Dict. Breton-français, Dict. Français-breton[22]. 2) Maint staliet bremañ e La Baule, BP 45 ».
Feal d’e engouestladur brezhon e embannas La langue bretonne et ses combats gant Roparz Hemon ha Yezhadur bras ar brezhoneg gant Frañsez Kervella, ha ken kemplezh e oa seveniñ kent-moullañ ar pikol levr-se, taolennoù e-leizh ennañ, e c’heller kompren ma voe Florentin Goinard o plediñ gant al labour-se e-doug 1946 dija.
Post rener an « Imprimerie de la Mouette » (Moullerezh ar Skrev) a dapas pa erruas er Baol, ha degemeret e voe e-touez ar pennadurezhioù diouzhtu, koulz hag e zanvez priedez.
D’an 8 a viz Ebrel 1947 e kemeras perzh Florentin Goinard en ur c’hengor ofisiel « evit ur Baol brasaet », ha nebeut amzer goude e kenlabouras gant kengor ar gouelioù adsavet gant an ti-kêr.
D’ar 14 a viz Mae 1947 e teuas war wel ur bruderezh evit ar stal dilhad, « Suzanne Derrien » lec’hiet 6 skwar ar C’hasino, ar memes chomlec’h ha hini Skridoù Breizh. Cheñch a reas ar marc’hadourezh hag ar servij kinniget betek-henn, eus ur stal lienerezh ha gwierezh ez eas da venegiñ an uhelwrierezh en he bommoù bruderezh[23].
E 1948 e timezas F. Goinard gant Suzanne Le Masurier-Derrien.
Treuzkas da di-embann Al Liamm
kemmañGoude buhezskrid Roperzh er Mason (Evit ket ha netra’’ - 1951) ne voe ket mui a levrioù embannet gant Skridoù Breizh-Éditions de Bretagne, met un dalc’had a levrioù a voe gwerzhet dre ar post.
Un harp bras evit lakaat da embann levrioù brezhonek gant Embannadurioù Al Liamm a c’hell bezañ goulakaet pa lenner ar meneg-mañ er gelaouenn ‘’Al Liamm’’ : « Rentet 'zo bet 323.000 lur d'an Ao. Goinard ha d'an « Entente culturelle bretonne ».[24]. Ul liamm kreñv a voe skoulmet gant skipailh ‘’Al Liamm-Tir-na-nÓg’’ pa voe fiziet da « Imprimerie de la Mouette » moulladenn an niverenn 7 (Ebrel 1948), hag e voe torret e diwezh 1999, kalz amzer goude ma voe aet Florentin Goinard kuit eus e bost renerezh. E 1978 e kave mat Ronan Huon ma vefe gouest al lizherennerien o labourat eno da reizhañ testennoù brezhonek.[25].
Darn al levrioù embannet gant ar gelaouenn a voe moullet di hag e weler merk an « Éditions La Baule » war ar gelaouenn bolitikel Ar Vro-Gwirionez savet e 1960 gant Pêr Denez, heñvel ouzh he c’helaouenn-vamm e-keñver ar vent hag an nodrezhioù.
E miz Gouere 1958 e voe sinet ur gevrat evit ma vije gwerzhet dalc’had Skridoù Breizh da Al Liamm, nemet al levr kaer gallek. Ret e voe dastum 14 000 lur hag a-drugarez da geneiled kar-o-yezh e voe resevet an holl arc’hant gant ar priedoù Goinard-Derrien bloaz goude.
Mennozhioù politikel
kemmañE 1920 e voe F. Goinard ezel eus poellgor ar "Fédération régionaliste de France" ha merour he c'hazetenn, L'Action régionaliste[26]. War an tu dehou pellañ eo bet sachet pa zeu war wel e anv war gazetenn roueelour Action française e miz Gouere 1921[27].
Ne ouzer ket penaos e voe tutaet gant Le Nouvelliste du Morbihan, met pa voe skarzhet kuit eus e bost sekretour meur[28] ez eas da benmouller Moullerezh an Écho de l’Ouest e diwezh 1929, krouet gant tud ar c’hostez radikal diwar atiz an Ouest-Journal ha, da c'houde, ez eas da labourat evit an Dépêche de Brest, dezhi ar memes tuad.
E-pad an Eil Brezel-bed e heulias Roparz Hemon, a grede e voe posubl sevel oberiantizoù sevenadurel breizhek dindan disglavier an "Europa Nevez" renet gant an Nazied. Diwar an enklask graet gant polis Brest e roas e anv da Strollad Broadel Breizh e diskar-amzer 1942, met ne asantas ket mont da vezañ pennkanton ar strollad, pa ginnigas Remont ar Porzh ar post-se dezhañ. E kendalc’h Strollad Broadel Breizh e dibenn 1943 e kemeras perzh, asamblez gant Suzanne Derrien.[29].
E dibenn 1948 e voe meneget e oa bet en emvod ar gevredadourien dalc’het e Naoned, e-lec’h e kejas ouzh Joseph Martray, Pêr Mokaer, Robert Milot ha Yann Gefflot.[30]. E 1950 e voe meneget ur Goinard bennak bet e kengor an « Union fédéraliste de Bretagne »[31] hag e-touez habaskterourien an Emsav e c’heller renkañ ar gevredadourien vreizhek-se.
Levrlennadurezh
kemmañ- Christian Rogel, Les éditeurs en langue bretonne de 1945 à 1977. Skridtest evit diplom uhel al levraouegoù, Villeurbanne, ENSSIB, 1978.
- Daniel du Couëdic (renerezh), Ar Seiz breur 1923-1947, ar c'hrouiñ breizhek etre chom giz-kozh ha mont war-raok, Terre de brumes & Mirdi Breizh, 2000, 271 p.
- Tudual Huon, "Youenn Drezen hag ar Seiz Breur". E-barzh E koun Youenn Drezen, p. p. 129-148, Embannadurioù Al Lanv, 2023
- Ivan Wmfre, Breton Orthographies and Dialects: the Twentieth-century Orthography War in Brittany, 1–2, Bern – Berlin – Bruxelles – Frankfurt-am-Main – New York – Oxford – Wien: Peter Lang, (xxviii + 782 pp) levrenn 1 (ISBN 9783039113644) & levrenn2 (ISBN 9783039113651)
Dielloù publik :
- Dielldi Departamant Penn-ar-Bed, Steudad 31 W 33 Doser 437. Dielloù prefeti Penn-ar-Bed diwar-benn endrediñ ha dieubidigezh Florentin Goinard’'.
- Dielldi Departamant Liger-Atlantel Akta ganedigezh, Aktaoù dimeziñ 1922 ha 1929, Fichenn varilhañ hag amstaelañ Florentin Goinard
Pennadoù nes
kemmañNotennoù ha daveennoù
kemmañ- ↑ Akta ganedigezh Sant-Nazer, niv. 156.
- ↑ L'Espérance du Peuple, 23-11-1911.
- ↑ École pratique de Commerce et d'Industrie de Saint-Nazaire.
- ↑ "Droug-ar-mammoù", "histeriezh".
- ↑ Staliet e oa 182, boulevard Saint-Germain.
- ↑ Kemennadenn er gazetenn Courrier de Saint-Nazaire, 24 Mezheven 1922.
- ↑ Fichenn varilhañ hag amstaelañ termenet, savet e 1938
- ↑ L’Écho de l’Ouest, niv. 1, p. 1, 21 Gwengolo, 1929.
- ↑ Les Nouvelles de Lorient, Gwengolo 1929
- ↑ Kemenn lezennel, L'Avenir du Morbihan, 10 Mae 1941.
- ↑ L’Écho de l’Ouest, niv. 1, p. 1, 21 Gwengolo 1929.
- ↑ Meneget war an Dépêche de Brest, 1añ a viz Gwengolo 1935 p. 3.
- ↑ Fichenn varilhañ hag amstaelañ termenet, savet e 1938 ; ur Serge Goinard a hañval bezañ bet ganet e 1930 (echu an dekvet klas gantañ) a zo bet meneget e Gouere 1937 gant La Dépêche de Brest hag ur mab dezhañ e oa moarvat.
- ↑ Tudual Huon, el levr E koun Youenn Drezen, Embannadurioù Al Lanv, 2022, p. 135 (ISBN 9782916745497)
- ↑ Lizher deiziadet 23 Eost 1957, lakaet e peurunvan gant Tudual Huon.
- ↑ Staliet e voe an Éditions de Bretagne e Roazhon a-raok ar brezel hag e embannas a-drugarez dezho an emsaver Florian Le Roy, ezel eus ar Seiz Breur, ul levr diwar-benn Parlamant Breizh e 1938. Drezañ eo bet prenet anv an ti-embann gant ar gevelerien Goinard-Derrien moarvat.
- ↑ Merket e oa ar chomlec’h-se war ar mortuaj a embannas an’Dépêche de Brest pa 'z eas André Derrien da Anaon, d’an 30 a viz Meurzh 1938.
- ↑ Enskrivet war e fichenn varilhañ hag amstaelañ.
- ↑ Distrujet e voe al levrdi hag an holl savadurioù nes gant ar bombezadegoù da c’houde.
- ↑ Ministère de l'Agriculture. Service des haras. Haras de la circonscription, d'Hennebont, Sud-Finistère, Morbihan, Ille-et-Vilaine.
- ↑ Louis Delourmel, Le Vieux Brest à travers ses rues, Éditions de Bretagne.
- ↑ N'eus ket anv eus levr R. Hemon, La langue bretonne et ses combats, war istor ar brezhoneg en notenn-se, met merket eo bet Eost 1947 warnañ ha gant Moullerezh ar Skrev e voe moullet.
- ↑ Bruderezh kentañ embannet d’an 14 a viz Mae 1947 e-barzh L’Écho de le Presqu’île guérandaise.
- ↑ Al Liamm, niv. 79, 1960.
- ↑ Christian Rogel, Les éditeurs en langue bretonne de 1945 à 1977.
- ↑ L'Action régionaliste, niv. 8, Kerzu 1921
- ↑ L’Action française, Sadorn 9 Gouere 1921, p. 2. Notennet eo evel levrdier, 182 boulevard Saint-Germain, chomlec’h al « Librairie régionaliste », ha hemañ o kinnig garedonoù evit ur degouezh sportel.
- ↑ Torret e voe e gevrat gant ur rakkemenn war 6 miz goude ma voe prenet ar pemdezieg gant Frédouët.
- ↑ Danevell enseller polis Brest, 12 Kerzu 1944. Teuliad 437, Prefet Penn-ar-Bed, 31 W 333, Dielldi Departamant Penn-ar-Bed.
- ↑ L’Atlantique, journal de la Baule, 4 Kerzu 1948.
- ↑ L’Indépendant de Saint-Nazaire, 11 Meurz 1950.