Foar Nedeleg Ba Uhelgoad

Sed amañ ur gontadenn gant Chañ Maï Skragn (evel e vez skrivet gantañ) diwar-benn an Ankoù pe gentoc'h skeudenn an Ankoù war ur marc'hadour saout evit displegañ deoc'h penoas e veze gwelet a-wechoù an Ankoù gwechall e-touesk an dud.

Foar Nedeleg ba Uhelgoad

kemmañ

Amañ ar c’hî-m' ba koste Uhelgoad, amañ ‘vije diw foar bep mis ba Uhelgoad, bremañ n’eus ke' foariou kin, bremañ n’eus ken 'met marc’had kwa, 'taw. Me' gwechall ‘vije diw foar, foar ar vis d’ar yow kenta deus ar mis, ha foar an drede yow da c’houde. Set', ar foar kenta ‘r bla a c’houz'z, ar yow kenta ‘r bla, ha hoûzh ‘vije greed ar foar an de kenta ‘r bla, foar an delou (kelou) mad. Hag hoûzh ‘oa foar ar yowankis hag e vije tud é kana, hag é tañsal, ha da zañsal ha kana da zañsal var ar blassenn ba Uhelgoad. Foar ar re yowank kwa. Mes ar foar diveo deus ar bla, neuhe hoûzh ‘vije greet foar Nedeleg deusouti. Ha hoûzh ‘vije 'taw bar pemzektez dive'o deus mis Kerzu. Set', var-dro gouel Nedeleg kwa, un tamm bihan rôg gouel Nedeleg alïes kwa. Hag hoûzh da neuhe oa or foar tristig ‘vije ba mis Kerzu a c’houz'z walc’h : ‘ve teñval an amser, glaw vije ha du ha toud. Set' bremañ neuhe ‘oa ur foar kwa, ar bla-se, ar yow-se ‘oa trist-trist ar foar hardî. Glo a rê ga' deliou erc’h neuhe d’ar c’his-se. Yen oa, teñval an amser bar foar ba Uhelgoad, a oa an dud é tañsal var an eil troad goude egile da c’ho'tos marc’hadourien da zond.

A-benn ar fin e oa gwel'd on’ o tont, ha tou'n dud a c’houlle « Te an’vez heñzh, te an’vez heñzh ? » 'ran ked, den 'bed n’anave'e 'nañw, pugur heñzh oa or marc’hadour disheñvel. Ur pezh den bras ‘oa, hag e dok oa gantoñ var e benn lake nañw brassoc’h e benn oa. Vije gwel't var e varw hir, 'vije gwel't med e zowlagad é lufra. Ha brema oa, e dok oa kozh ha huset, med ar vantell oa gantañ or vantell marc’hadour saout oa gantoñ var e gein oa eu : on hir a ruse an douar ka'imant vije dislivet ha disheñvel-toud, leun a doullou. Ha goulskoude ba i c’hodell, ba i c’hodell-bruched, a vije gwel'd or bakadenn arc’hant var-vel, laket var-vel d’an dud vi' roi da c’hoûd lar oa arc’hant da baeo.

 
Marc'had an Uhelgoad, 1903

Ha brem' neuhe, (h)eñ neuhe : den 'bed n’anave'e nañw. Tou'n dud a c’houlle an eil d’egile é vel't nañw o tond « Te ‘an’vez nañw pôtr, te ‘an’vez hemañ ? ». Nann, den bed n’anave'e nañw. Hag (h)eñ a’h ae d’an eil aneval d’eben hañ... ha pe vije i zorn war al loñned vel't pesseurt mod ‘oa lardet al loñned ha toud, da vel't hag-eñ ‘oant mad da brena. I lagad, i zowlagad vije war an heñy vije krog bar gordenn. An heñy oa krog bar gordenn, pa’h ê dowlagad sellou heñzh varnoñ ranke plega i zowlagad. Aet ‘oa heñzh a'mo'-se tre da beked lein ar blassenn lec’h oa ar saout deuet var i gis, ha n’a ke' be' lâr't koms bed neuhe, na goulled pris na mann bed, ne rê ke' met tastoni ar saout ha sell't deus an dud. Goude e oa êt var ar blassenn, ba Uhelgoad, eno vije al loñned bihan var-dro d’an ilis amañ ar c’hî-m' : an deñved hag ar moc’h, hag al loueou ha tout.

Ha goude, eno e lec’h ‘oa degoue'et, n'a komañset d’ober er memes mod dustu 'darre. 'Benn 'fin oa degoue'et dirag an ilis, dirag (d)or an ilis. Ha neuhe n’a paret i zowlagad var ar pôtr bragou, sent oa var an dro d’an nor d’ar mare-se, a oa chomet-eñ mantret par war ar re-he. Lura rê i zowlagad varne. Set', an dud, pugur heñzh ne vouje ket, an dud oa bar foar oa komañset dond en-dro dehoñ, a oa or c’helc’h pell ha tout, ha (h)eñ ne vouje ket papred. Inoptiset oa o sell't deus ar re-he. Ha brem' neuhe, 'benn ar fin neuhe, neuhe oa an abardahez dija, an dra-he oa an eur hag e teue an aotrou person d’ar mare-se deus ar c’hostes all d’ar lenn d’ober i bateriou diveo d’an ilis. Ha pa n’a gwel't ar c’helc’h tud a' mo'-se en-dro, ha (h)eñ a ranke goul'nn plass hag êt da wel't, ha pa n’a gwel't an den-se ‘oa chomet sioul ha laket i vis war i vusellou ha « roi peuc’h ! », da lâr't d’an dud roi peuc’h. An dud var i gis hag ew be' gwel't dre ar gardenn o heda an ilis êt da beked ar sakristian ha ban ilis var eno, ba eno.

A-benn ur mare goude e oa digor'd an nor vras var an ilis ha hem' all, ar marc’hadour saout, oa eno papred, par var an ilis. Ha degoue'et ar person ; ‘barzh un dorn e oa ar groas gantoñ uhel, ha ‘barzh un dorn all e oa ar pod dour benniget. Ha (h)eñ, be' n’a bet amser hem' all da soñjal petra so degoue'et, sklapa dour benniget var ar marc’hadour saout. ‘Oa bet or luc’hadenn hag or skrijadenn spontus, ha den 'bet n’a be' gwel't dre blec’h oa êt partiet an den kuit. Setu, neuse a, ar person en doa laret d’an dud, ha bep seurt n'a laret la oa degoue'et ahe pugwir heñzh n’ew ked eur marc’hadour oa ; heñzh a oa an Ankow ya. Ha, neuhe, an dud n’a soñjet : e lec’h be' okupet g'ar loñned oa muioc’h okupet g'an dud oa o terc’hel al loñned. Ya, ha neuhe oa deuet own dehe-tout, daoust ha d’hag eñ oa deuet ahe da gemer hano lod an dud oa mad da gemer d’ont gantoñ d’an ifern. Set', tou'n dud a oa kemmesket, strafuilhet-tout éc’h essaeo goût e peseurt mod « matrehe ew aet ma hano gantoñ, matrehe ew aet ma hano ». Med an aotrou person n’a dichalet nê ha lâr't dehe "Oo, brem' g'an dour benniget n'eus tapet nañw varnoñ lar ew ka'imant sur eo efasset toud an hanoiou, me lâr dit la peus mann 'bet d’o'r".

Setu 'benn neuhe oa deuet noñs dija, ha ba mis Kerzu teu noñs abred. Set', an dud oa êt neuhe etreseg ar gêr neuhe, me' oa ked echu ar spontadennou c’hoazh, kar ar re a ranke mond pell g'an heñchioù-treus hag ar gwinojennoù, ebeñ n’a c’hoazh da toud ar re-he da heda, ha ‘barzh ar re-he amañ ba bro Breizh Isel, a-vechou pa vije deuet an noñs, bar re-he la vije ke' met lutined, hag an Ankow, hag an teuched, toud, hag an dud o dije own, set' oa ked echu an own 'vite c’hoazh. Met er mo'-se oa degoue'et gate an de-se.