Kevreizhenn

(Adkaset eus Fonksion)
Un tamm kempenn zo ezhomm d'ober d'ar pennad-mañ
 

Er matematik, ar gevreizhenn a ya da bourvez un disoc’h, niverel d’an aliesañ, evit pep teskad, hemañ an domani anezhi. War wel e teu an disoc’h-se goude ma vez graet riñverezhioù niveroniel pe dre sevel rolloù talvoudegezhioù pa vez keweriet muzulioù fizikel pe dre hentennoù all, evel diskoulmadur an ataladoù hag an tremen war ar bevennoù. Galloud a ra ar jedadur (rik pe arnesadek) tont eus distegn un treugennad urzhiataerel (anvet roudennad ivez). E matematik ar skolioù e vez strishaet deskadurezh ar c’hevreizhennoù d’ar re werc’hel aparchant d’an argemmennoù gwerc’hel. Bez eus kalz a gevreizhennoù lakaet da vezañ anvet ar re voas (krevreizhenn geouenn, an daouvonad, an argemmvarc’henn hag all) hag e vez posubl o c’henaozañ dre jedadurioù niveroniezh, kediadurioù ha saveladurioù tamm ha tamm.
Perzhioù a zo aparchant d’ar c’hevreizhennoù (argemmusted, reoliegezh, sammegadusted…).
Hervez damkaniezh an teskadoù, ar gevreizhenn (pe an arloadur) a zo un daveadur evit liammañ daou deskad ken en deus pep elfenn an hini kentañ ur c’heñver gant un elfenn eus an eil.
Hervez damkaniezh ar rizhoù (urzhiataerezh), ar gevreizhenn a zo deskrivadur an hentenn a zegas an disoc’h diwar an arventennoù, da lavared eo m’eo-hi an treol evit he jediñ.