Forró
Gerdarzh
kemmañDont a rafe eus "forrobodó", ur ger deuet eus ar bantou, yezh ar sklaved afrikan degaset er XVIvet ha XVIIvet kantved dreist-holl.
Levezon
kemmañPoblek da vat eo ar forró e kêrioù Caruaru, Mossoró ha Campina Grande, ma'z eo arouez Gouel Yann (Festa de São João) , hag e Fortaleza, Aracaju, Natal ha Recife ma vez aozet abadennoù a-hed an noz. Ha just a-walc'h, forró eo ivez an anv a vez graet eus an noziadoù-se ivez.
Dañs
kemmañUn dañs a zaou eo ar forró, hag aes eo an diazez: daou gammed a gleiz, daou a zehoù.