Frances Mary Lavinia Polidori, pe Rossetti adal ma voe dimezet, ganet e Londrez d'ar 27 a viz Ebel 1800 ha marvet d'an 8 a viz Ebrel 1886, a oa ur vaouez brudet e-metoù an arzourien saoz en hec'h amzer. Poltredet eo bet gant he mab livour, Dante Gabriel Rossetti, ha luc'hskeudennoù anezhi zo bet graet gant Lewis Carroll.

C'hoar an arzour, Christina, hag e vamm, Frances, poltredet gant Dante Gabriel Rossetti.
Frances Polidori

He buhez kemmañ

Ganet e oa e Londrez d'ar 27 a viz Ebrel 1800, ha merc'h e oa d'an harluad italian Gaetano Polidori, bet sekretour gant Vittorio Alfieri, ha d'ar Saozez Anna Maria Pierce, anglikanez ha gouarnerez e tiegezhioù tud uhel, merc'h d'ur gelennerez ha skrivagnerez. Kalz a vreudeur he doa, en o zouez John William Polidori, a oa medisin personel ar barzh Lord Byron. Desket mat e voe gant he zud, ha da 26 vloaz e timezas d'ar barzh italian ha brogarour harluet, Gabriele Rossetti. Pevar bugel o doe:

Pennadoù kar kemmañ