Francesco Borgia, pe Francisco de Borja y Aragón, anavezet ivez evel San Francisco de Borja (Gandía, Valencia, 1510-1572 Roma), a voe ur beleg jezuist, anvet da IIIde Jeneral ar Jezuisted, ha lakaet da sant. Ouzhpenn e oa anezhañ IVvet dug Gandía, Iañ markiz Lombay, Grande de España, ha Besroue Katalonia.

Sant Francesco Borgia, poltredet gant Alonso Cano (1624)

Mab e oa da Juan de Borja y Enríquez de Luna, IIIde dug Gandía, ha da Juana de Aragón y Gurrea, ur vastardez da Alonso de Aragón, besroue Aragón, bastard da Fernando II Aragon hag Ana de Gurrea, beskontez Evol. A-berzh e dad e oa niz d'ar pab Alesant VI.

Pennadoù kar kemmañ