Frankezañs
Frankezañs a reer eus ur rousin frondus a zeu diwar ar gwez Boswellia thurifera pe B. sacra. Implijet e vez d'ober ezañs.
Ar frankezañs a denn e anv eus an ezañs gwir pe frank. Anavezet eo ivez dindan an anv olibanom a zeu diwar an arabeg al-lubān ("al laezh"), a ra dave d'ar sap laezhek a ziver eus ar gwez frankezañs.
Implijet eo bet stank ar frankezañs e-kerzh al lidoù relijiel. Hervez Aviel Sant Vazhev 2:11, e oa bet profet aour, frankezañs ha mir da Jezuz gant an Tri Roue eus ar Reter. Gant kresk ar gristeniezh e c’houzizas ar goulenn war ar frankezañs a-hed ar IVe kantved. Diaesaet e voe treuzadennoù ar c’haravanennoù gant emled an dezerzh dre ar Rub al Khali pe korn goullo Arabia. War gresk ez eas neuze tagadennoù ar Barthed, ergerzhourien anezho, er Reter-nesañ. Gant se e voe lakaet fin da genwerzh ar frankezañs goude ar bloavezhioù 300.
Lavaret e vez e lakaas an Impalaer roman Nero da zeviñ evit gwerzh ur bloavezh ezañs dre gêr Roma da-geñver lid kañv e wreg Poppaea.
Krediñ a reer eo bet kêr gollet Ubar, a greder bezañ Irem, en Oman hiziv, ur greizenn genwerzh evit ar frankezañs a-hed "hent an ezañs" bet nevez-addizoloet. Adkavet eo bet Ubar e deroù ar bloavezhioù 1990. Furchadegoù zo eno bremañ.
Pennadoù
kemmañ- War hent ar frankezañs-Smithsonian Magazine Here 1998
- Daveennoù ar Frankezañs er Bibl-odu.edu
- Atlantis an Traezh-Archaeology Magazine Mae/Mezheven 1997
- Spices Exotic Flavors and Medicines-UCLA Louise M. Darling Biomedical Library Spice Exhibit Frankincense and Myrrh 2002
Lec’hiennoù kar
kemmañ- UNESCO-UNESCO Frankincense Trail Dhofar Province, Oman
- Trade Between Arabia and the Empires of Rome and Asia-Metropolitan Museum of Art
- Lost City of Arabia Atersadenn gant Dr. Juris Zarins-Nova Gwengolo 1996
- Pictures of Ubar-NASA, 3 Eost 1995
Daveennoù
kemmañ- The Road to Ubar: Finding the Atlantis of the Sands by Clapp Nicholas ISBN 0-395-95786-9 (1999)
- Frankincense & Myrrh: A Study of the Arabian Incense Trade - Groom, Nigel ISBN 0-86685-593-9 (1981)
- Gold, Frankincense, and Myrrh: An Introduction to Eastern Christian Spirituality - Maloney George A ISBN 0-8245-1616-8 (1997)
- Frankincense & Myrrh : Through the Ages, and a complete guide to their use in herbalism & aromatherapytoday - Watt, Martin & Sellar, Wanda ISBN 0-85207-306-2 (2004)