Frederig Danmark (1753-1805)

Ur pennad Frederig Danmark zo ivez.

Ar priñs Frederig Danmark (ganet d'an 11 a viz Here 1753 e Kopenhagen, marvet d'ar 7 a viz Kerzu 1805 e Kopenhagen ivez) a oa mab d'ar roue Frederig V Danmark ha d'e eil pried Juliane von Braunschweig-Wolfenbüttel.

Ar priñs Frederig
Poltred ar rouanez Juliane von Braunschweig-Wolfenbüttel, mamm ar priñs Frederig, gant Vigilius Eriksen (1722-1782)

Eñ e oa ar mab nemetañ a chomas bev eus unaniezh Frederig V gant e eil pried. Nammet e oa.

Pa varvas ar roue Frederig V Danmark en 1766 e voe anvet e vab Christian VII, breur henañ Frederig, da roue. Met barradoù follentez en deveze ar roue yaouank. E gwirionez edo ar galloud adalek 1770 entre daouarn ar rouanez nevez Caroline Mathilde von Hannover hag he fried-kleiz Johann Friedrich Struensee, medisin ar roue. Levezonet e oa o folitikerezh gant mennozhioù ar frankizouriezh, ma savas an noblañsed en o enep.

Taol-stad kemmañ

Ar rouanez Juliana Maria a gemeras perzh en 1772 en taol-Stad a ziskaras Struensee hag a harluas Carolina Matilda. Neuze e lakaas envel he mab, ar priñs Frederig, da rejant, hogen etre daouarn e vamm e chomas ar galloud. Ur gouarnamant a-du gant ar gwashañ mirourien e voe hini ar rejantez hag he ministr Ove Høegh-Guldberg.

An niz o vont da roue kemmañ

Hogen ur Frederig all a oa o c'hortoz e dro. Frederig ivez e oa anv mab ar roue foll, ha hennezh a dennas ar galloud digant e vamm hag e eontr pa gemeras ar rejañs en 1784, da 16 vloaz.

Ren a reas ar vro neuze e-lec'h e dad Christian VII, hag anvet e voe da roue goude marv e dad.

Goude an taol-Stad e chomas ar priñs Frederig Danmark hep levezon el lez. Met mab ebet ne chomas bev d'e hanterniz roue, setu ma c'hallje bezañ anvet da ren adarre war-lerc'h ar roue. E vab Christian VIII (1786-1848) avat an hini a renas war-lerc'h Frederig pa varvas hennezh.

Dimeziñ ha bugale kemmañ

Dimeziñ a reas e 1774 da Sophie Friederike von Mecklenburg (1758-1794). Meur a vugel o devoe, en o zouez :

E varv kemmañ

Goude tan-gwall palez Christiansborg Palace e 1794 ez eas ar priñs Frederig da chom e palez Amalienborg gant e diegezh. Sophie Frederike a varvas er bloaz-se en-eeun, ur pennadig war-lerc'h o dilojadenn. Frederig a vevas 11 vloaz c'hoazh, ken na varvas en Amalienborg d'ar 7 a viz Kerzu 1805.


 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.