Freuzadenn an Unaniezh Soviedel
Freuzadenn an Unaniezh Soviedel a oa bet disoc'h un heuliad kudennoù lies en URSS, hag he doa roet lamm d'ar vro ha degaset krouidigezh republikoù dishual d'ar 26 a viz Kerzu 1991.
Iskevrennad eus | dissolution, Q1228968 |
---|---|
Anv berr | Dezmembrarea URSS |
Stad | Unaniezh ar Republikoù Sokialour ha Soviedel |
Lec'h | Unaniezh ar Republikoù Sokialour ha Soviedel |
Daveennoù douaroniel | 65°0′0″N 90°0′0″E |
Foundational text | Treaty on the Creation of the Union of Soviet Socialist Republics |
Raklec'hiet gant | diskar Impalaeriezh Rusia |
Abeg kentizh | International Federation for Victory Over Communism |
Efed | Brezel etre Ukraina ha Rusia |
Deskrivet en URL | http://ru-90.ru/tutorial/raspad-sssr |
Theorised by | Gennady Yanayev |
Darvoudoù ar freuzadenn a zegasas fin Reveulzioù 1989 kement ha fin ar Brezel Yen.
En desped da fin ar Brezel Yen, un toullad republikoù soviedel kozh o deus dalc'het liammoù don gant Rusia hag o deus savet aozadurioù lieskostez evel Kenglad ar Stadoù Dizalc'h hag an Unvaniezh Ekonomikel Eurazian. Eus un tu all, ar broioù baltek ha darn eus broioù bet izili Pakt Varsovia a zo bet degemeret en Unvaniezh Europat betek emezeliñ en NATO. Lod republikoù all evel Ukraina, Jorjia pe Moldova c'hoazh a zo krog da vezañ dedennet gant ar memes hent abaoe ar bloavezhioù 1990, en desped da enebiezh Rusia. Bet eo unan eus abegoù ar Brezel etre Rusia hag Ukraina