Friedrich Gottlieb Klopstock

Friedrich Gottlieb Klopstock (1724-1803) a oa ur barzh alaman. Troet e oa Klopstock gant an Dispac'h gall er penn kentañ, evel ma weler en e varzhoneg Kennet euch selbst (En em anavezit hoc'h-unan) e 1789, pa skriv n'eo an Dispac'h gall nemet « noplañ oberenn ar c'hantved » ha pa vroud an Alamaned d'en em sevel.

Friedrich Gottlieb Klopstock (1750)

E 1792 avat, er varzhoneg Die Jacobiner (Ar Jakobined) , e sko bazhadoù gant ar renad jakobin, anezhaén un naer o tortigellat a-dreuz Bro-C'hall. Brudet eo da vezañ unan eus diaraogerien ar Sturm und Drang (barr-amzer hag entan).

E vuhez

kemmañ

Goude mont d'ar skol da Quedlinburg, ez eas, d'e 16 vloaz, da skol brudet Pforta, a voe darempredet diwezhatoc'h gant Friedrich Nietzsche hag August Ferdinand Möbius. En 1745 ez eas da studiañ an doueoniezh da Jena ma krogas da sevel Der Messias en komz-plaen. Bloaz goude, e Leipzig, ec'h adskrivas ar pezh e gwerzennoù deksilabennek, ha brud a dapas kenkent hag embannet al lodenn gentañ.

E oberoù

kemmañ
 
E vez e bered an iliz Christianskirche[1] e Hamburg
  • Der Messias, meurgan a 22000 gwerzenn, embannet en 1748 (troet e galleg gant an itron Carlowitz en 1853 hag anvet La Messiade).
  • Geistliche Dichtung (Barzhoniezh speredel), darn anezho zo deuet da vout kantikoù :
    • Die ihr Christi Jünger seid ( C'hwi a zo diskibien da Jezuz)
    • Herr, du wollst uns vorbereiten (Aotrou, hon frientién a fell dit)
  • Studiennoù war ar yezh (evit kemmañ ar skritur) :
    • Fragmente über Sprache und Dichtkunst (Darnoù db ar yezh hag arz ar barzhoniañ)
    • Grammatische Gespräche (kaozioù a yezhadur)
    • Die Deutsche Gelehrtenrepublik (Republik alaman ar ouizieien) 1774.

Notennoù

kemmañ
  1. A vez lavaret anezhi « Klopstockkirche » (iliz Klopstock) a-wechoù.