Frederig III Alamagn

(Adkaset eus Friedrich III Prusia)

Frederig III Alamagn, pe Friedrich Wilhelm Nikolaus Karl von Preußen, pe ivez Friedrich III von Deutschland en alamaneg, ganet d'an 18 a viz Here 1831 e Potsdam, e Prusia, ha marvet d'ar 15 a viz Mezheven 1888 e Postdam ivez, a oa roue Prusia hag impalaer alaman.

Frederig III Alamagn
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhRouantelezh Prusia, Impalaeriezh alaman Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denFriedrich III. Kemmañ
Anv ganedigezhFriedrich Wilhelm Nikolaus Karl von Preußen Kemmañ
Anv-bihanFriedrich, Wilhelm, Nikolaus, Karl Kemmañ
Titl noblañsPrince of Orange Kemmañ
Deiziad ganedigezh18 Her 1831 Kemmañ
Lec'h ganedigezhNeues Palais in Potsdam Kemmañ
Deiziad ar marv15 Mez 1888 Kemmañ
Lec'h ar marvNeues Palais in Potsdam Kemmañ
Doare mervelabeg naturel Kemmañ
Abeg ar marvlaryngeal cancer Kemmañ
Lec'h douaridigezhChurch of Peace Kemmañ
TadGwilherm Iañ Kemmañ
MammAugusta von Sachsen-Eisenach Kemmañ
Breur pe c'hoarLuise von Preußen Kemmañ
PriedVictoria von Sachsen-Coburg-Gotha Kemmañ
FamilhTiegezh Hohenzollern Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetalamaneg Kemmañ
Yezh implijet dre skridalamaneg Kemmañ
Micherpolitiker Kemmañ
KargGerman Emperor, King of Prussia Kemmañ
Bet war ar studi eUniversity of Bonn Kemmañ
RelijionPrussian Union of Churches, Luteriegezh Kemmañ
Grad milourelGeneralfeldmarschall Kemmañ
BrezelBrezel 1870-1871 Kemmañ
Perc'henn warAltar of Cadolzburg Kemmañ
Friedrich III Alamagn e 1888

E vuhez kemmañ

Mab e oa d'an impalaer Gwilherm I ha d'e bried, ar briñsez Augusta von Sachsen-Weimar-Eisenach (1811-1890). A-berzh e dad e oa mab-bihan Friedrich Wilhelm III Prusia (1770-1840), roue Prusia, ha d'e bried Luise von Mecklenburg-Strelitz (1776-1810), hag a-berzh e vamm e oa mab-bihan d'an dug-meur Karl Friedrich von Sachsen-Weimar-Eisenach (1783-1853) ha d'e bried an dugez-veur Maria Pavlovna Russia (1786-1859).

Perzh a gemeras e Brezel 1870-1871 evel feldherr ("jeneral").
Ren a reas adalek an 9 a viz Meurzh, war-lerc'h marv e dad, betek ar 15 a viz Mezheven 1888, rak mervel a reas tri miz war-lerc'h e dad. Eizhvet roue Prusia e voe, hag an eil kaiser ("impalaer") alaman.

Dimeziñ ha bugale kemmañ

Dimeziñ a reas Friedrich e miz Genver 1858 e Londrez da Victoria von Sachsen-Coburg-Gotha (1840-1901), a oa merc'h d'ar rouanez Victoria (1819-1901), rouanez Bro-Saoz, ha d'e bried Albert von Sachsen-Coburg-Gotha (1819-1861).

Eizh bugel o doe Friedrich ha Victoria, daou anezho a varvas a-raok o c'hrennoad :