Friedrichshain
Friedrichshain a zo ur c’harter eus Berlin. E-barzh arondisamant Friedrichshain-Kreuzberg emañ. Da vare rann Berlin e oa Friedrichshain e takad ar reter. A-fet kêraozadur e c’haller gwelout ez eus bet meur a zoare implijet e Friedrichshain.
Ahel kornôg-reter pennañ Friedrichshain eo Karl-Marx Allee. Ar straed-se a zo bet savet er bloavezhioù 1950 en ur heuliañ reolennoù ar gwirvoudelezh soviedel, degaset war-eeun eus Moskov. Kemmet eo bet ar c’harter er bloavezhioù 1980, ar c’hemm-se a zo anvet Plattenbau en alamaneg. A bep tu eus ar straed-se ez eus karterioù annezlec’hioù. Hiziv an deiz e plijont kalz d’ar studierien pe d’an arzourien, ar pezh a lak poblañs ar c’harter da vezañ heñvel ouzh hini Mitte pe Prenzlauer Berg. Abaoe adreizhadenn 2001, eo Friedrichshain, asambles gant Kreuzberg, unan eus 12 pastell-vro (Bezirke) Berlin.
Lec’hioù dedennus
kemmañBep Sul e vez aozet foar an traoù kozh (Flohmarkt) war ar Boxhagener Platz.
Danevellig
kemmañUnan eus pladennoù Paul Kalkbrenner (soner sonerezh elektronek a orin eus Berlin) a zo anvet Friedrichshain.