Frumka Płotnicka
Frumka Płotnicka (Pinsk, 1914-1943 Będzin) a oa ur stourmerez polonat enepnazi yuzev e-pad an Eil Brezel-bed. Perzh a gemere er ŻOB, an Emsav Stourmerien Yuzev, hag ezel e oa eus Dror, Emsav ar Sionourien. Kenaozañ a reas emzifenn geto Varsovia, ha prientiñ Emsavadeg Geto Varsovia. Pa voe distrujet ar geto gant an nazied ez eas da greisteiz Pologn (tolead Dąbrowa). War ali Mordechai Anielewicz ec'h aozas neuze ur skourr eus ar ŻOB en Będzin, gant skoazell Józef ha Bolesław Kożuch hag ivez Cwi (Tzvi) Brandes. Prestik goude e voe test eus distruj getoioù Sosnowiec ha Będzin gant an Alamaned.
E miz Eost 1943 e voe aozet un emsavadeg en Będzin ha Sosnowiec a-enep an Alamaned. Meur a zevezh e padas, goude ma oa deuet an SS da freuzañ al linenn difenn goude un nebeud eurvezhioù. Mervel a reas Frumka Płotnicka d'an 3 a viz Eost 1943 en ur bunker e Będzin e-pad ar stourm.
Medalennet e voe gant ar C'huzul-Dieubiñ en Ebrel 1945.