Fryske Nasjonale Partij
Ar Fryske Nasjonale Partij (Strollad Broadel Frizat) a zo ur strollad politikel a zifenn gwirioù ar vinorelezh frizat en Izelvroioù.
Istor
kemmañKrouet e voe ar strollad e 1962 gant emsaverien yaouank ar Fryske Beweging (an Emsav Frizat) peogwir lârout a rae ar Anti Revolutionaire Partij, en doa ar Fryske Beweging liammoù gantañ e oa ar bolitikerezh izelvroat pouezusoc'h eget ar bolitikerezh frizat.
E 1966 e c'hounezas e sez kentañ er c'huzul rannvroel. E 1995 e kevreas gant Ar Re C'hlas da c'hounit ur sez er Gambr Gentañ. Etre 1996 ha 2003 e voe dalc'het ar sez-se gant Ar Re C'hlas. Abaoe 2003 eo dalc'het gant un ezel eus ar Fryske Nasjonale Partij.
Ideologiezh
kemmañUr strollad eus an tu-kleiz eo ar Fryske Nasjonale Partij. Goulenn a ra aozadur ur vonreizh kevredel m'o defe ar Friziz muioc'h a emvererezh. Fellout a ra dezhañ e vefe anavezet ar yezh frizek hag e vefe kontrolet gant ar rannvro ar gaz a genderc'h.
Kannaded
kemmañAbaoe 1995 eo kevreet gant Ar Re C'hlas hag un nebeud strolladoù proviñsel. A-gevret o deus gounezet ur sez en Eerste Kamer, hag a zalc'h dindan anv Onafhankelijke Senaatsfractie. Abaoe 2003 eo dalc'het ar sez-se gant Hendrik ten Hoeve, un ezel eus ar Fryske Nasjonale Partij.
Derc'hel a ra ar strollad seizh sez e kuzul ar broviñs. Marc'hata a ra gant ar gouarnamant met choazet en deus da chom e-barzh an tu enep.
52 gannad en deus e-barzh kuzulioù lec'hel Friz ha kenlabourat a ra gant ar galloud-ober e Wymbritseradiel ha Dongeradeel. Un ezel eus Emglev Libr Europa eo.
Darempredoù gant strolladoù all
kemmañDarempredoù mat en deus ar Fryske Nasjonale Partij gant strolladoù proviñsel all evel ar Partij Nieuw Limburg hag Ar Re C'hlas. A-gevret e furmont an Onafhankelijke Senaatsfractie. Kenlabourat en deus graet gant ar Politieke Partij Radicalen, ur strollad politikel kristen eus an tu-kleiz.