Gérard Huet (politikour)

Gérard Huet, ganet en 1947, zo ur politikour breizhat, maer Loudieg betek 2016 ha kuzulier departamant, bet kelenner en deskadurezh-stad, brudet en e gornad gant e emzalc'h souezhus a-wechoù. Komz gallaoueg a oar, hag a blij dezhañ ober, ha dre se lakaet da c'henaoueg gant e enebourien bolitikel, a-hervez.

Dilennet e oa bet da vaer Loudieg e 2001 gant e listennad, a-enep ar maer Didier Chouat (PS) hag an tu dehoù.

Gant Marc Le Fur, kannad UMP, en deus labouret da zifenn ospital Loudieg.

Brud dre Vro-C'hall en deus tapet pa en deus nac'het dimeziñ ur gwaz hag ur vaouez a Varoko evit an abeg ma ne oa ket ar gwaz gant paperioù ofisiel gall[1]. Graet eo bet an dimeziñ a-benn ar fin, war urzh al lez-varn, gant un eil-vaer, e-maez an ti-kêr. Ur bloaz war-lerc'h e oa dizimezet an daou bried.

Notennoù ha daveennoù

kemmañ