Gökçeada
Gökçeada (e gresianeg: Ίμβρος / Imvros), hag a oa İmroz e anv turkek betek 1970, eo enezenn vrasañ Turkia (286,84 km²), en hanternoz mor Egea. Poblet e oa dreist-holl gant Gresianed, met turkekaet eo bet an enez kalz abaoe an Eil Brezel-bed, hag an darn vrasañ eus ar C'hresianed a zo aet kuit en harlu.
E genoù strizh-mor an Dardanelloù emañ.