GIMP
Ur meziant keweriañ ar skeudennoù bitmap eo GIMP (tresañ, daskemmañ, bliverezh, h.a.).
GIMP (GNU Image Manipulation Program) | |
---|---|
Diorroer | The GIMP Development Team |
Kentañ stumm | Miz Genver 1996 |
Stumm diwezhañ | d'ar 7 a viz Here 2020 (2.10.22) |
Endro | Lies-savenn |
Yezhoù | Lies-yezh, 52 yezh evit GIMP 2.6 gant 37 troet penn da benn hag ar re all ul lodenn nemetken. |
Doare | Embanner skeudennoù |
Skrivet e | C (yezh) (GTK+) |
Lañvaz | GNU General Public License |
Lec'hienn web | www.gimp.org |
Kinnig ur benveg labour all, digoust, hag Adobe Photoshop, gant ur c'hetal un tamm disheñvel a oa pal ar meziant-mañ.
Talvezout a ra GIMP GNU Image Manipulation Program, da lavarout eo « goulev GNU da zornata skeudennoù », gwechall e veze lavaret General Image Manipulation Program. Krouet eo bet ar raktres gant Spencer Kimball ha Peter Mattis e 1995.
Da gentañ penn e oa tonket d'ar reizhiadoù korvoiñ Unix, GNU/Linux ha Darwin (diazez Mac OS X). Gant Microsoft Windows ez a en-dro ivez, avat. Wilber an hini eo hudellig GIMP.
Evel ma 'z eo meneget gant e anv, emañ GIMP e-kreiz raktres GNU.
Pakad Skrammad
kemmañLiammoù diavaez
kemmañ- Sellit Gimp war lec'hienn an Drouizig
- GIMP Professional Presets Archives(en)