Biel Elies

skrivagner brezhonek
(Adkaset eus Gabriel Elies)

Biel Elies (Gabriel Eliès e marilhoù an tiez-kêr), ganet d'an 2 Gwengolo 1910 e Porsal (kumun Gwitalmeze) ha marvet d'an 9 Ebrel 1978 e Brest, a oa ur beleg, un ofiser en arme c'hall hag ur skrivagner brezhonek.

Biel Elies

Savet eo bet, paourik ar stal en e familh, e bedig labour-douar Lambaol-Gwitalmeze, ur barrez e vo kavet kalz anv anezhi en e skridoù. Ur spered den e oa, troet gant ar relijion, setu e voe paeet dezhañ studioù e Lesneven ha goude-se er c'hloerdi e Kemper. Beleget e 1936 e voe anvet dizale da gure-rener skol e Sant-Pabu, ur barrez a blijas kalz dezhañ. Ranket dezhañ mont da soudard e voe prizoniet e 1940 ha betek fin ar brezel 'oa dezhañ chom eno, e tro Nürnberg, e-lec'h 'oa bet avanturus a-walc'h e vuhez, evit doare. Echu ar brezel e tistroas da Sant-Pabu.

E 1954, aet faezh gant buhezig sioul ar c'hure ma oa e lakeas e anv da vont da aluzener en arme (en aerlu), sed diwar se eo dreist-holl en Afrika an Norzh e kasas e vuhez en-dro, ma oa bet paket d'ar fin e reuzioù Brezel Aljeria. War-lerc'h bezañ disoudardet (ofiser e oa e gwirionez, kabiten, ar pezh eo renk reizh an aluzenerien en arme c'hall) ez eas da Rom, 'pad daou vloaz, hag erfin da Angers ma rae dreist-holl war-dro kazetennig ur bodad kristenien e anv "cénacle Pi XII". Met diwar-se, frankiz a-leizh dezhañ, e teue aliesañ a gare da Vreizh, e lec'h e veze lojet e presbital ur mignon beleg en doa, e Laz, Plouarzhel ha Koz-Meal erfin. Eno evedo o vevañ pa varvas.