Kontañ a ra Gabriela B. istor ur spierez, Gabriela Baudriand, o labourat evit Napoleon. Prantadoù 'zo a dremen e Breizh ha kavout a reer Jorj Kadoudal d'ur mare 'zo. Savet eo bet an istor gant Dominique Robet, an tresañ hag al livañ a zo gant Alain Robet, ar brezhoneg a zo gant Alan Monfort. Embannet eo bet al levr gant Yoran Embanner e 2009.