Gabriele D'Annunzio

Gabriele D'Annunzio (Pescara, 12 a viz Meurzh 1863Gardone Riviera, 1añ a viz Meurzh 1938) a oa ur skrivagner italian, barzh, kazetenner ha soudard e-pad ar Brezel-bed Kentañ.

Gabriele D'Annunzio

Ul lec'h a bouez en deus el lennegezh italianek koulz hag e buhez politikel ar vro. E-pad ar Brezel-bed Kentañ e tapas brud un haroz, goude un nebeud taolioù-kaer a-enep Aostria, evel da skouer un nijadenn dreist Vienna, ma voe taolet traktoù gant kirri-nij italian.

Goude ar brezel e talc'has gant ur stourm broadelour taer ha sevel a reas ur stadig e Fiume (Rijeka), anvet Reggenza Italiana del Carnaro, da glask stagañ ar vroig-se ouzh Italia, en aner. Lod eus e vennozhioù hag e zoareoù da ren Fiume a levezonas Benito Mussolini hag ar faskourien.

Oberennoù

kemmañ
  • Sogno d'un mattino di primavera, 1897
  • Sogno d'un tramonto d'autunno, i.e.
  • La gloria, 1899
  • La città morta, i.e.
  • La Gioconda, i.e.
  • Il Fuoco, 1900
  • Francesca da Rimini, 1902
  • L'Etiopia in fiamme, 1904
  • La figlia di Jorio, i.e.
  • La fiaccola sotto il moggio, 1905
  • Più che l'amore, 1906
  • La nave, 1908
  • Fedra, 1909
  • Le Chèvrefeuille, 1910
  • Il ferro, i.e.
  • Le martyre de Saint Sébastien, 1911
  • Parisina, 1912
  • La Pisanelle, 1913

Lod eus e skridoù a voe lakaet sonerezh warno, evel Francesca da Rimini, gant ar sonaozer Antonio Scontrino (1850-1922), pe Il Fuoco, gant ar sonaozer Enrico Toselli (1833-1926). Filmoù a voe graet diwar meur a hini eus e oberennoù ivez, evel Francesca da Rimini, meur a wech e deroù an XXvet kantved, pe L'innocente gant Luchino Visconti e 1976.


 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.