Editorial Galaxia

(Adkaset eus Galaxia)

Editorial Galaxia zo un ti-embann galizek e Vigo.

Editorial Galaxia er fest Cutural 2010 e Pontevedra

Krouet eo bet e 1950 en Santiago de Compostela. Daou vil levr zo bet embannet gantañ, ha mil anezho en e gatalog. Renet eo gant ar skrivagner Víctor F. Freixanes hag ar prezidant eo Xaime Isla Couto.

E-touez ar saverien emañ Ramón Otero Pedrayo, Francisco Fernández del Riego, Ramón Piñeiro (kentañ rener lennegel).

Mennad an diazezerien a oa adsevel ar galizeg, reiñ brud d'ar yezh hag ober anezhi ur benveg krouiñ ha meizañ.

Gant Domingo García-Sabell, Rof Carballo, Celestino Fernández de la Vega, Ramón Piñeiro, Xaime Isla Couto ha Francisco Fernández del Riego e oa bodet un dornad intelektualed a zo anavezet evel ar grupo Galaxia en istor al lennegezh c'halizek, ur bodad a glasko sevel ur prezeg modern e galizeg.

C'hoarvezout a ra Galaxia eus ar «Suplemento del Sábado» eus ar pemdezieg La Noche a veze graet e Santiago de Compostela. Berzet e voe buan gant renad Franco, met gant an arnod-se e krogas da genlabourat kalz tud a vagas an embannadurioù gant o skridoù.

Ar c'hentañ levr embannet e oa Antífona da cantiga (1951), gant Ramón Cabanillas.

Levrlennadur

kemmañ
  • Dolores Vilavedra, Historia da literatura galega, Galaxia, 1999

Liamm diavaez

kemmañ