Galeazzo Iañ Visconti
|
Galeazzo I Visconti (ganet d'an 21 a viz Genver 1277, aet da anaon d'ar 6 a viz Eost 1328) a oa bet aotrou Milano etre 1322 hag 1327 [1]).
Mab e oa da Matteo Iañ Visconti ha Bonacosa Borri. D'ar 24 a viz Mezheven 1300 e timezas da Beatrice d'Este, merc'h da Obizzo II d'Este. Er bloavezh war-lerc'h e voe ret d'ar re Visconti kuitaat Milano ha bevañ a reas e lezioù Este ha Bonacolsi meur a vloaz.
E 1322 e voe anvet capitano del popolo e Milano, met buan e rankas skampañ kuit adarre, abalamour ma oa emsavet tud kêr, broudet gant e genderv Lodrisio Visconti. Skoazell a gavas digant an Impalaer Loeiz IV, ha trec'h e voe e Vaprio d'Adda war un arme kaset enep dezhañ gant ar pab. E 1328, goude tamallet gant e vreur Marco da vezañ trubard, ha da vezañ lazhet e vreur Stefano Visconti, e voe bac'het gant an impalaer e Monza. Divac'het e voe e miz Meurzh 1328 ha repu a gavas e-keñver Castruccio Castracani, penn bras ar Gibbelined en amzer-se. Mervel a reas e Pescia un nebeud mizioù goude.
E vugale
kemmañ- E vab Azzone a gemeras war e lerc'h e Milano.
- E verc'h Ricciarda a zimezas da Tommaso II di Saluzzo.