Ar stêr Ganga (hindi : गंगा Gaṅgā, bengali : গঙ্গা Gōnga) zo ur stêr vras en hanternoz India, 2 500 pe 3 000 km dezhi a-hervez, hag ur stêr sakr d'an Hindoued, ar santelañ eus ar seizh stêr santel er vro.

Ganga
Ur stêr sakr eo ar Ganga
Ur stêr sakr eo ar Ganga
Statud stêr
Hirder 2510 km
Uhelder an eienenn etre 7800 m ha 6600 m
Kas keitat 14.270 m³/s
Gorread an diazad 2.165.000 km²
Bro(ioù) douret India, Bangladesh
Diazad stêrioù
?
En em daol e Pleg-mor Bengal
Ledander er genoù ?
Andon kember ar Bhagirathi
hag ar Alaknanda
Adstêrioù

Emañ an eien anezhi er skorneg Gangotri, er menezioù Himalaya. E gwirionew ne reer Ganga nemet eus ar stêr a zeu diwar kengej ar stêrioù Bhagirathi hag Alaknanda, e-kichen Deoprayag. En em deurel a ra ar Ganga e Pleg-mor Bengal, dre veur a vrec’h. Unan anezho eo ar stêr Hugli, e-kichen Kolkata ; unan all eo ar Padma, ur stêr eus Bangladesh. Korn-bro delta ar Ganga, war aod Pleg-mor Bengal zo anvet Sunderbans (Shundorbon) ("koad kaer" e banglaeg) ha goloet eo gant ur goadeg mangez, annezet gant tigred Bengal.

Ar stêr Yamuna, ur stêr sakr ivez, zo un adstêr d’ar Ganga, hag en o c’hember emañ kêr Allahabad, ur gêr sakr evit an Hindoued.

Er stêr Ganga e vev daou spesad delfined, Delfined ar Ganga ha Delfined an Irrawaddy. Ur spesad rinkined a gaver eno ivez, unan dianav a-walc’h, ar Glyphis gangeticus.

Diazad ar Ganga hag e adstêrioù.

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.