Gansu
Gansu (e sinaeg : 甘肃) zo ur proviñs eus Republik Pobl Sina, e kreiz-gwalarn ar vro, etre Tibet ha Mongolia. An anv Gansu a voe implijet evit ar wech kentañ da vare an dierniezh Song. Graet eo diwar anv div gêr : Gan (nepell diouzh Zhangye) ha Su (nepell diouzh Jiuquan).
Gansu | |
---|---|
Statud | proviñs |
Bro | Republik Pobl Sina |
Kêr-benn | Lanzhou |
Gorread | 454 000 km² |
Poblañs | 25 575 254 (2010) |
Stankter | 56 ann./km² |