Gaouted
Ar C'haouted (norseg: gautar [ˈɡɑu̯tɑr]; svedeg: götar [ˈjø̂ːtar]) a oa ur meuriad german ledan a anneze ar Götaland ("lann ar c'haouted") e su Sveden a-vremañ adalek an Henamzer betek ar Grennamzer.
Unan eus an teir c'henel svedat vras eo ar C'haouted gant ar Sveded (meuriad), hag ar C'huted. Gallout a c'haller gwelout anv ar meuriad e anvioù div eus proviñsoù istorel Sveden, Västergötland hag Östergötland, kornôg ha reter bro ar C'haouted, hag e-barzh meur a lec'hanv all.
Ur rannyezh dibar a vez klevet el lec'hioù-se, Götamål a vez graet anezhi.