Garota de Ipanema
Garota de Ipanema ("Plac'h eus Ipanema") zo ur ganaouenn eus Brazil savet e 1962 gant Vinícius de Moraes hag Antônio Carlos Jobim. Unan eus brudetañ kanaouennoù ar Bossa Nova eo, savet d'ur plac'h eus Ipanema, karter un draezhenn vrudet e kêr Rio de Janeiro.
Istor
kemmañDa gentañ e oa bet anvet Menina que passa, ha disheñvel e oa ar c'homzoù, savet gant Vinícius.
- Vinha cansado de tudo
- De tantos caminhos
- Tão sem poesia
- Tão sem passarinhos
- Com medo da vida
- Com medo de amar
- Quando na tarde vazia
- Tão linda no espaço
- Eu vi a menina
- Que vinha num passo
- Cheio de balanço
- Caminho do mar
Koulskoude, na Tom na Vinícius ne oant sot gant ar c'homzoù-se. Adsavet e voe goude gant Vinícius, awenet gant ar goantenn Helô Pinheiro, a dremene alies dirak ar Bar Veloso (advadezet Garota de Ipanema hiziv), hag a zo en Ipanema.
Tom ha Vinicius a deue alies d'an ostaleri, da azezañ ouzh an taolioù dirak an davarn. Ar Garota de Ipanema, ar plac'h Heloísa, a oa o chom nepell e straed Montenegro, niverenn 22. N'eo nemet daou vloaz hanter goude, ha hi ajolbet, e klevas e oa bet awenerez ar sonaozour. Pa zimezas Heloísa, e kouvias Tom Jobim hag e wreg Teresa da vezañ testoù.