Gaucelm Faidit (1172 – war-dro 1203) a oa un troubadour okitanek eus dibenn an XIIvet kantved a voe puilh e skridoù.

Gaucelm Faidit
hervez un dornskrid eus an XIIIvet kantved.

Ganet e oa en Usercha (Uzerche) en un tiegezh bourc’hizien vihan eus Bro-Lemojez. Dimeziñ a reas d’ur c’hast anvet Guilhelma Monja, a yae d’e heul pa veze o veajiñ. Ha kalz e veajas pa voe barzh e meur a lez en Europa, rak barrek e oa da sevel barzhonegoù e galleg kement hag en okitaneg : e lez Richarzh Kalon Leon e Poitiers e oa bet, e hini Bonifas IV Montferrat, unan eus renerien ar Pevare Kroaziadeg, pe c’hoazh e hini Jafrez II Plantagenêt, dug Breizh.

A-hervez en doa kemeret perzh Gaucelm er Pevare Kroaziadeg (1202 - 1204), a-raok distreiñ d’e vro c’henidik ha mervel e Bro-Lemojez war-dro 1203.

War e lerc’h en deus lezet 65 « cançon » (kanaouennoù karantez) ha meur a skrid all.

Roet eo bet e anv da skolaj publik Uzercha.

Liammoù diavaez

kemmañ