Gauntlet: The Third Encounter

Gauntlet: The Third Encounter a zo ur c'hoari video doare gwezh arkad gant Atari, hag a voe embannet war ar goñsolenn hezoug Atari Lynx e 1990. Ar c'hoari a c'hell bezañ c'hoariet pe e-unan pe betek pevar c'hoarier war ar memes tro. Degaset e voe gant ar c'hoari klasoù tudennoù nevez doare “Nerd” pe “Punkrocker” bet e oa bet unan eus ar c'hoarioù nemetañ oc'h implij ur sell a-blom war an Atari Lynx, unan all a voe an adsevel da Klax.

Gauntlet doare arkad

An istor kemmañ

Ur werenn-strink a gouezh a mil damm eus an oabl en ur c'hastell, ret eo adpakañ an tammoù anezhañ adal 40 milendall disheñvel. Ur bloaz goude e embann US Gold ha Tengen ur c'hoari disheñvel kren anvet Gauntlet III: The Final Quest.

Tro-dro d'ar c'hoari kemmañ

  • An dudenn Bugdroid a zo ur robot bihan gwer implijet gant Google evit bezañ ardamez ar savenn Android, awenet e vefe adal ar c'hoari Gauntlet: The Third Encounter