Gazprom (Газпром) zo un embregerezh eus Rusia.

Produiñ ha treuzdougen gaz naturel a ra. Abaoe 1954 eo an embregerezh kentañ er bed evit ar pezh a sell ouzh ar produiñ hag an ezporzhiañ gaz.


Deskrivadenn kemmañ

Unan eus binviji politikerezh diavaez Rusia eo deuet da vezañ dre ma'z eo embregerezh brasañ ar vro evit ar gaz e c’hell bezañ lakaet gwask war ar broioù all gant ar Stad.

90 % eus ar produiñ gaz naturel rusian ha 23 % eus ar produiñ er bed a-bezh a zeu gant Gazprom.

E Kreiz Europa, Kornôg Europa hag er broioù a yae d’ober an URSS gwezhall emañ e bratikoù pennañ. 25 % eus ezhommoù Kornôg Europa a oa bet pourchaset gant Gazprom e 2005 da skouer hag ar broioù balt a zo dindan Gazprom evit 100% eus o ezhommoù gaz.

E 2005 e oa deuet 20 % eus gounidoù budjed ar Stad gant Gazprom. 8 % eus ar PDK e talvez en holl. 300 000 implijad zo dezhañ.

Istor kemmañ

Dindan ministrerezh soviedel ar gaz e oa.

E miz Gwengolo 2005 e oa bet embannet gant pennoù Gazprom e vije savet ur gazsan 1 200 km hirder etrezek ar mor Baltel a-benn 2010. Chom hep tremen dre Bolonia hag Ukraina eo o fal.