Gcompris
GCompris | |
---|---|
Diorroer | Bruno Coudoin |
Endro | Windows Mac OS X GNU/Linux BSD |
Yezhoù | Lies-yezh, (galleg, brezhoneg, saozneg ha traoù...) |
Doare | Meziant kelennadel |
Lañvaz | GNU General Public License |
Lec'hienn web | [http://GCompris GCompris] |
Petra eo GCompris ?
kemmañUr meziant kelennadel o kinnig obererezhioù liesseurt d’ar vugale etre 2 ha 10 vloaz eo GCompris.
Alies e vez c’hoarius an obererezhioù, atav e vezont kelennadel avat. E-touez an domanioù da heul e kavot obererezhioù :
- dizoleiñ an urzhiataerioù : klavier, logodenn, fiñvioù al logodenn... - jedoniezh : adwelout an taolennoù, kemparzh, eriñvadur,... - skiantoù : tredan, kelc’hiad an dour, ar skluzioù, ar splujerezed... - douaroniezh : lakaat ar broioù war ur gartenn. - c’hoarioù : torr-pennoù, gwezboell, c’hoari-eñvor... - lenn : pleustradur war al lenn - all : lenn an eur, livioù brudet e miltammoù, tresadennoù sturiadel...
En e bezh ez eus ouzhpenn 100 obererezh kinniget ha war emdreiñ emañ c’hoazh. Ur meziant dieub eo GCompris. Azasaet e vez ganeoc’h hervez hoc’h ezhommoù pe wellaet zoken, ha, perak ket, lakaet da vezañ arveret gant bugale ar bed a-bezh.
Liammoù diavaez
kemmañ- (br) GCompris
- (br) Pakadoù skrammad
- [pakadoù skrammad all e brezhoneg]