Genoù (korf)
Ar genoù eo anv an toull e penn an dud hag al loened hag a servij dezho da zebriñ ha da evañ, hag ivez d'ober trouz, (d'ober yezhoù a vez laret ivez), da varailhat. Dre o genoù ivez e komz an dud.
- Genaouioù eo liester an anv-kadarn-mañ.
Er-maez
kemmañEn-dro d'ar genoù emañ an diweuz, anvet ar muzelloù ivez.
E-barzh
kemmañ
Er genoù emañ :
|
Kleñvedoù
kemmañE-touez kleñvedoù ar genoù emañ :
Troiennoù
kemmañ- Bezañ lous e c'henoù : distagañ komzoù gros.
- Chom e c'henoù (digor) war nav eur : bezañ souezhet ken e chomer gant ar genoù digor.
- C'hoarzhin leizh e c'henoù : forzh pegement.
- Mont e-barzh genoù al louarn : en em lakat en ur blegenn dañjerus.
- Ober genoù : huchal.
- Pilat e c'henoù : komz dibaouez.
Gerioù all
kemmañGerioù all zo da ober kaoz eus ar genoù hep ober an anv-se anezhañ :
- riboul ar patatez ;
- ar rann: diserriñ ar rann a zo neuze kement ha komz ;
- toull ar gevier