Georg Wilhelm von Hessen-Darmstadt

Georg Wilhelm Hessen-Darmstadt, en alamaneg Georg Wilhelm von Hessen-Darmstadt (ganet e 1722 en Darmstadt - 1782 idem) a oa ur priñs eus Landgraviezh Hessen-Darmstadt.

Georg Wilhelm von Hessen-Darmstadt

E vuhez

kemmañ

Georg Wilhelm a oa eil mab Ludwig VIII Hessen-Darmstadt (1691–1768) hag e bried Charlotte Christine Magdalene Johanna von Hanau-Lichtenberg (1700–1726), ur verc'h d'ar c'hont Johann Reinhard III von Hanau.

Chom a reas en Hessen adalek 1738, e penn rejimant Hessen-Darmstadt. Er bloavezhioù 1740 e c'hoprae ur rejimant prusian. Dont a reas da vout jeneral er varc'hegiezh. Ober a rae war-dro aferioù an arme evit e dad Ludwig VIII von Hessen-Darmstadt. Diwar gement-se e oa savet gwarizi en e vreur henañ Ludwig IX von Hessen-Darmstadt en doa savet Pirmasens, ur gêr evit an arme.

D'ar 16 a viz Meurzh 1748 e timezas da Maria Luise Albertine zu Leiningen-Dagsburg-Falkenburg. Gant e eured e veze degaset dezhañ an douaroù-mañ: Broich, Oberstein, Aspermont, Burgel et Reipolzkirchen. Bevañ a rae e Palez kozh Darmstadt, roet dezhañ gant e dad, a gare anezhañ muioc'h evit e vab henañ Ludwig.

E vugale

kemmañ
 
Georg Wilhelm hag e diegezh e 1753
∞ dimezet en morganatek e 1788 da Friederike Schmidt, „Freifrau von Hessenheim“ (1751–1803)
  • Georg Friedrich (1750−1750), marvet en bugelig
  • Friederike (1752–1782)
∞ dimezet e 1768 d'ar priñs Karl II von Mecklenburg-Strelitz (1741–1816)
∞ dimezet e 1784 d'ar priñs Karl II von Mecklenburg-Strelitz (1741–1816)
∞ dimezet en morganatek e 1788 da Karoline Luise Salome Seitz, „Frau von Friedrich“ (1768–1812)
∞ dimezet e 1777 d'al Landgraf Ludwig X von Hessen-Darmstadt, nachmaliger Großherzog von Hessen und bei Rhein (1753–1830)
∞ dimezet e 1785 d'an Dug Maximilian Joseph von Zweibrücken, a zeuas da vout roue Bavaria (1756–1825)

Levrlennadur

kemmañ